Peseurt dazont evit Ti embann ar skolioù?

Goulenn dre gomz graet d’ar 26 a viz even er C’huzul-rannvro.

Aotrou Prezidant,
Itron Besprezidantez,
Va c’heneiled kaezh.

Eskemmet hon eus alies en hantergelc’h-mañ diwar-benn ar c’helenn divyezhek ha dre soubidigezh e brezhoneg. Alies e vez lakaet ar gaoz war ar c’hementad : an niver a skolidi skoliataet, an niver a gelennerien stummet, an niver a glasoù digoret pe serret. Komzet e vez nebeutoc’h eus un dra a-bouez koulskoude : an dafar pedagogel a zo e-kerz ar gelennerien evit labourat e brezhoneg.

E Breizh eo Ti Embann ar Skolioù a zo karget eus-se : ur skourr eus Canopée eo, ur framm eus an Deskadurezh-Stad karget gwechall eus ar produiñ teulioù pedagogel. Diazezet eo Ti Embann ar Skolioù (TES) e Sant-Brieg ha produiñ a ra dafar pedagogel e brezhoneg. Ar Rannvro a sikour al labour-se en ur arc’hantaouiñ produiñ an dafar.

Labourat a ra TES evit an holl liveoù skol hag an holl danvezioù. Ar gudenn eo ez eo ismentet ar benveg-se : n’eus nemet 4,8 a post-labour kevatal d’an amzer leun, klokaet gant eurvezhioù ouzhpenn paeet da gelennerien a-youl-vat evit kemer perzh. N’eo ket fiñvet ar sifr 4,8 ETP-se abaoe 20 vloaz, daoust m’eo kresket kalz niver an hentadoù divyezhek e Breizh.

Pelec’h emañ an dalc’h ? Un nebeud skouerioù evit kompren. En istor-douaroniezh, an danvez « nann-yezhoniel » kelennet ar muiañ e brezhoneg er skolaj hag el lise, n’eus nemet dornlevrioù 5vet (aet da get) ha 4re klas a glot gant ar programmoù a-vremañ… lakaet da dalvezout e 2016 ! Setu e-korf dek vloaz n’eus bet hizivaet nemet an hanter eus an dafar pedagogel diazez. En 3de klas hag er 6vet klas, ouzhpenn bezañ diamzeret, ez int diviet, ha n’eus rakwelet adembannadur ebet. Ur c’helenner war an istor-geo a rankfe digeriñ un hentad divyezhek nevez en ur skolaj en do neuze dornlevrioù e brezhoneg evit ul live diwar pevar hepken. Da lavaret eo, eus an eil skolaj d’egile, gwirvoud kelennadurezh « e brezhoneg » an istor-douaroniezh a c’hall bezañ gwall zisheñvel !

Diaesoc’h c’hoazh : stad an dafar evit deskiñ brezhoneg. Souezhus eo, n’eus tamm dornlevr brezhoneg ebet evit skolidi an hentadoù divyezhek, hag a glotfe gant ar programmoù yezhoù a-vremañ en eil derez. Ober a ra ar gelennerien gant doareoù deskiñ d’an oadourien, gant an holl gudennoù a c’hallfe bezañ enno, pe gant dafar pedagogel soñjet evit an danvez diret (da skouer evit deraouidi vras), pe gant danvezioù empennet ganto o-unan. Er skol-vamm eo an danvezioù da harpañ pleustr ar yezh dre gomz a ra diouer. E danevell ar senedourien diwar-benn al lezenn Molac e lenner, a-hend-all, e vez skuishaet ha digalonekaet lod eus ar gelennerien divyezhek gant an diouer a zafar pedagogel e yezh ar vro.

50 % a gentelioù e brezhoneg, 50 % a gentelioù e galleg, setu ar pezh a zlefe bezañ an hentadoù divyezhek er skolajoù ; nebeut a skolioù a dizh 50 % a vrezhoneg, ha kalz a zo war-dro 20-30 % kentoc’h. Ma vez graet an tri c’hard eus al labour war teulioù e galleg e vo dindan 10 % al lodenn wirion eus al labour graet e brezhoneg e gwirionez. Pell-mat diouzh pal an divyezhegezh.

Evel-just e vez produet dafar pedagogel gant TES hag embannet e vez traoù nevez bep bloaz, paper ha niverel. N’eus ket anv amañ da zismegañsiñ labour ar wazourien. Met gant nebeutoc’h eget 5 post-labour kevatal d’ul leun-amzer, ha kenlabour un nebeud kelennerien a gav eurvezhioù ouzhpenn o amzer kelenn, ne c’haller ket, evel-just, pourchas dafar pedagogel azasaet ha nevesaet evit an holl liveoù, hag evit an holl zanvezioù-skol. Koulskoude eo ar pezh a vefe ret evit ma vo graet ar c’helenn-se en un doare dereat e pep lec’h.

Kentelius eo keñveriañ gant tiriadoù all : evel m’en zispleg ar gevredigezh Kelennomp, a vod kelennerien war ar brezhoneg er c’hentañ hag en eil derez : an aozadur karget da broduiñ dafar pedagogel en Iparralde (IKAS) en deus kalz muioc’h a goskor, gant 7 goprad leunamzer ha pevar darnamzer, evit un tiriad hag a glot gant un hanter-departamant. Brasoc’h c’hoazh eo an araezioù e Korsika. Ar c’heñveriañ gant Bro-Vask a gas ivez d’en em soñjal war statud TES : ur framm emren eo e gevatal euskarat IKAS, pa’z eo TES ur skourr eus ar rouedad c’hwec’hkornek Canopé. Hogen cheñchet eo palioù Canopé : abaoe 2021 he deus da gefridi pennañ kinnig stummadurioù d’ar gelennerien, dreist-holl a-fet niverel, ar pezh na glot ket mui gant kefridi TES.

Diouzh an elfennoù-se, petra a ginnigo ar Rannvro diwar-benn araezioù ha statud Ti Embann ar Skolioù pa vo kroget da varc’hata evit ar c’henemglev Stad-Rannvro da zont ?

Laisser un commentaire