Peseurt dazont evit ar politikerezh yezh?

Goulenn dre gomz – dalc’h an 11 hag an 12 a viz Kerzu 2025.

« Aotrou Prezidant,

En hantergelc’h-mañ hon eus votet, a-unvouezh, ur steuñv evit adperc’hennañ ar yezh.

Ret eo anzav n’eo ket bet tizhet ar pal a 30 000 skoliad en hentadoù divyezhek a-benn 2027, ha n’hall ket mui bezañ tizhet ; gwashoc’h zo, digresket eo an niver a skolidi skoliataet en hentadoù divyezhek e-kerzh an distro-skol diwezhañ.

N’eo ket ar Rannvro a zo kablus : ober a ra he lod.

La Région n’est pas en cause : elle fait sa part du contrat.

Ar Stad ne ra ket hec’h hini. Ne ra ket mat he labour war ar stummañ-kelennerien, war ar merañ-kelennerien, ne dalc’h ket da zoujañ ouzh hec’h endalc’hioù. Evel-just, n’eo ket bet c’hwitet pep tra er bloavezhioù tremenet, met an taolioù brav n’int ket bet implijet evel m’o dije gellet bezañ. Tapomp ur skouer : an aotreegezh evit ar skolaerien divyezhek e Brest. Daoust ma ‘z a mat en-dro, n’eus ket bet digoret un eil lec’h-stummañ ; padal e oa bet 261 goulenn evit 30 plas e 2024 ! N’eo ket an diouer a c’houlenn a harz ar stummañ-skolaerien, an diouer a youl ne lâran ket.

Diazezet eo dazont hor steuñv-adperc’hennañ war endalc’hioù ar Stad, endalc’hioù ha n’hallomp ket o lakaat e pleustr ni hon-unan.

Ur wech stadet kement-se e c’haller dibab etre daou hent.

An hini kentañ a vefe dilez ar stourm : merzhout n’eus ket bet doujet ouzh an endalc’hioù, ha stadañ n’hon eus ket ar galloud d’ober e lec’h ar Stad.

An eil a vefe klask mont buanoc’h o kreñvaat oc’h steuñv deomp-ni, hag o vont da diskouez kirriegezh ar Stad war kement hini eus ar c’hirrigezhioù he deus. Kevredigezhioù en gra, kroget o deus gant ur prosez a-enep d’ar Stad.

Dic’halloud, n’omp ket : gallout a reer cheñch penn d’ar vazh ma krouer ur c’heñver-nerzh politikel efedus.

Sellomp ouzh Euskadi : brasañ niver skolidi ar skolioù-mamm a zo skoliataet en euskareg bremañ, hag implijet e vez ar c’helenn dre soubidigezh er skolioù publik, ez ofisiel. Euskadi n’eo ket Breizh, gwir eo. Met war tiriad Republik Frañs emañ ivez.

Sellomp ouzh Korsika : embann a ra ar rektor e vo mestroni ar c’horseg ur varregezh-diazez, ha reiñ a ra lañs da diorren he c’helenn. Korsika n’eo ket Breizh, gwir eo, met war tiriad Republik Frañs emañ ivez.

Ar pezh a zo diouzh lezenn eno a rank bezañ posubl amañ ivez. Deomp-ni eo da grouiñ ur c’heñver-nerzh politikel evit tremen eus ar « posubl » d’an ober, gant holl berzhidi ar brezhoneg : tud ar skolidi, ar re yaouank, kelennerien, arzourien, stummerien, tud a-youl vat… Traoù o deus da lavaret, mennozhioù o deus evit ober gwelloc’h. En tu all d’ar c’helenn e rankomp mont war tachenn ar vuhez pemdez ivez : er c’hreizennoù-dudi, er programmadurioù sevenadurel, er mediaoù, er familhoù, ha betek er sonerezh a vez skignet er stalioù. Ma n’omp ket hollc’halloudus, gallout a reomp memestra ober muioc’h ha gwelloc’h. Ar budjed-rannvro a zeu a vo ur bazenn bouezus evit diskouez respont Rannvro Breizh d’an diouer a youl a-berzh Stad evit kas endalc’hioù ar C’henemglev Stad-Rannvro da benn-vat .

Ha prest oc’h da reiñ ul lañs nevez d’ar politikerezh-yezh-rannvro evit broudañ an oberourien kevredigezhel ha micherel, evit skoazell al lusk-adperc’hennañ ar yezh da vont war-raok adarre ? »

Laisser un commentaire