Rannvro Breizh a c’houlenn muioc’h a bostoù POP divyezhek

Prezegenn distaget d’ar yaou 11 a viz kerzu 2025, e Kuzul-rannvro Breizh. Votet eo bet an destenn.

Keneilezed ha keneiled kaer.

Skrivet e oa bet an het-mañ, da gentañ, evit respont d’ur gudenn resis : ne oa bet digoret post POP ebet en Il-ha-Gwilen, daoust d’an ezhommoù, ha daoust ma oa daou skolaer oc’h en em stummañ e brezhoneg a-benn kelenn en Il-ha-Gwilen, just-a-walc’h. Diouzh ar c’heloù am eus bet, diskoulmet e vefe ar gudenn-mañ, pe tost da vezañ. Dav eo trugarekaat ar guzulierienezed-rannvro o deus sikouret an daou skolaer ha pouezet evit ma vefe digoret ar postoù a vanke.

Met pa seller a-dostoc’h ouzh an afer-se e weler ez a pelloc’h eget ar gudenn emaomp o paouez menegiñ : un digresk trumm zo gant an an niver a bostoù POP divyezhek digoret. Meneget eo ar sifroù en diell. Ouzhpenn div wech nebeutoc’h a vefe e 2026 eget er bloavezhioù tremenet. Gallout a reomp anzav ne veze ket pourvezet an holl bostoù, met ar 16 post kinniget evit 2026 a zo memestra nebeutoc’h c’hoazh eget an 21 post pourvezet e 2025 : un digresk a zo programmet neuze.

Ur mod efedus eo avat da bourveziñ kelennerienezed divyezhek el lec’hioù m’hon eus ezhomm anezho. Gouzout a reomp ne vez ket tutaet kalz dre ar c’henstrivadegoù ; rak n’eus ket kalz tud yaouank a oar brezhoneg, ha deskiñ ur yezh en ur deskiñ ur vicher a zo diaes. Hg ouzhpenn ne ro ket ar vicher kelenner da heuñvreal er mare-mañ. Pa stummer kelennerien, avat, en em gaver gant tud o deus skiant-prenet dija, hag a c’hall gouestlañ o holl nerzh d’ar striv evit deskiñ ar yezh. Efedus eo. Ul lodenn vat eus ar gelennerienzed a c’hallfe deskiñ brezhoneg a zo bet kaset da akademiezhoù all avat ; ezhomm zo da grouiñ postoù ispisial evito, ur wech desket brezhoneg, kuit da c’hortoz ugent vloaz da gaout a-walc’h a boentoù evit distreiñ da Vreizh.

Efedus eo krouiñ ar postoù-se neuze. Met nebeutoc’h-nebeutañ a vez digoret bep bloaz. Perak ? N’eo ket an ezhommoù a vank. Hervez ar c’heloù am eus dastumet a-gleiz hag a-zehoù :

-Da vare an distro-skol ez eus bet embannet pennadoù diwar-benn klasoù divyezhek a oa bet kaset ur skolaer unyezhek dezho ; e lec’hioù zo e voe diskoulmet ar gudenn, da skouer e Lambal, goude m’o doa ar skolidi skignet ur ganaouenn vrav da c’houlenn e teufe ur skolaer-ez divyezhek dezho ; er Val d’Anast avat e vefe c’hoazh ur skolaer unyezhek dirak ur c’hlas divyezhek, evit an eil bloavezh da heul ;

-C’hoarvezout a ra c’hoazh, e meur a skol, e vefe erlec’hiet skolaerienezed divyezhek ezvezant gant reoù unyezhek ; ar pezh n’eo ket ur gwall afer evit un devezh pe daou, met dont a ra da vezañ chalusoc’h evit erlec’hiadennoù hir, meur a sizhun dezho ;

-E Sant-Ervlan, e 2024, pa oa bet digoret un hentad divyezhek publik nevez, e oa bet nac’het bugale abalamour ma oant re niverus dija; da lavaret eo ne oa ket bet ijinet e c’hallfe kement a familhoù bezañ dedennet, ha ne oa ket bet tu asantiñ an holl, abalamour ma vije bet ret kavout ur skolaer-ez divyezhek ha ne oa ket anezhañ ;

Ha gallout a rafemp kenderc’hel. Gwir eo, bresk eo ar c’helenn divyezhek ablamaour d’an diouer a gelennerien, daoust ma ranker lâret ivez e anavezer kelennerien divyezhek kaset war postoù unyezhek.

N’eus abeg ebet neuze, d’hor meno, da welet un digresk eus ar postoù POP ; ret eo implijout kement ostilh a c’hallomp evit dont a-benn gant hor palioù.

Laisser un commentaire