Étiquette : skol
-
Peseurt dazont evit ar politikerezh yezh?
Goulenn dre gomz – dalc’h an 11 hag an 12 a viz Kerzu 2025. « Aotrou Prezidant, En hantergelc’h-mañ hon eus votet, a-unvouezh, ur steuñv evit adperc’hennañ ar yezh. Ret eo anzav n’eo ket bet tizhet ar pal a 30 000 skoliad en hentadoù divyezhek a-benn 2027, ha n’hall ket mui bezañ tizhet ; gwashoc’h zo, digresket…
-
Rannvro Breizh a c’houlenn muioc’h a bostoù POP divyezhek
Prezegenn distaget d’ar yaou 11 a viz kerzu 2025, e Kuzul-rannvro Breizh. Votet eo bet an destenn. Keneilezed ha keneiled kaer. Skrivet e oa bet an het-mañ, da gentañ, evit respont d’ur gudenn resis : ne oa bet digoret post POP ebet en Il-ha-Gwilen, daoust d’an ezhommoù, ha daoust ma oa daou skolaer oc’h en em…
-
Boued, treuzdougen, stummadur: prezegenn war tri foent eus ar politikerezh-rannvro
Prezegenn graet d’ar 25 a viz even 2025, e kuzul-rannvro Breizh, diwar-benn ar RADD (Danevell war an obererezh hag an diorren padus). Keneiled ha keneilezed, Komz a rin bremañ diwar-benn tri foent eus an RADD. Skouerius eo an tri foent-se eus disoc’hoù pozitivel labour ar Rannvro, daoust ha ma kav deomp e c’haller hag e…
-
Dazont al liseoù e Breizh
Prezegenn distaget d’an 11 a viz erzu 2024, da vare an diviz-budjed (lodenn gentañ: liseoù). Nebeutoc’h-nebeutañ a vugale hag a re yaouank a vo e Breizh en dazont. Hen gwelet a reomp en danevell, diouzh ar sifroù hag ar c’hartennoù kinniget. Kement-se a dalvez e vo nebeutoc’h-nebeutañ a liseidi. Mat pe fall, se zo hervez…
-
Enkadenn ar sevel-moc’h biologel hag ar pretierezh stroll
Goulenn dre gomz graet d’an 11 a viz here 2024, er C’huzul-rannvro. Evit selaou ar brezegenn: https://v5.synople.tv/event/36598?s=3028&e=3344&odj=hide Aotroù Prezidant, Tro hon eus bet da eskemm dija er C’huzul-rannvro diwar-benn enkadenn al labour-douar biologel, ha ne weler ket c’hoazh an dibenn anezhi. Drastus eo bet evit filierenn ar moc’h bio, muioc’h eget ar re all. Tapomp…
-
Skoaz-ouzh-skoaz gant Diwan
Prezegenn distaget er C’huzul-rannvro, d’an 9 a viz here 2024, a-raok votiñ a-du gant ur skoazell dreistordinal evit Diwan (200 000 euro). Evit selaou anezhi: https://v5.synople.tv/event/36596?s=14821&e=15129&odj=hide Keneilezed ha keneiled kaer, Ur wech ouzhpenn emañ Diwan e-barzh diaesterioù-arc’hant grevus. N’haller ket sellet ouzh ar rouedad o vont da get. Ret eo mirout kousto pe gousto an…
-
Evit ma vo sujed ar breved e brezhoneg… e bezhoneg
Abaoe bloavezhioù e c’halle ar skolajidi tremen ul lodenn eus ar breved e brezhoneg, ha troet e veze ar sujedoù e brezhoneg neuze. Adalek 2024, hervez un diviz tapet gant melestradurezh an Deskadurezh-Stad , ne vefe ket troet ar sujedoù ken. Un afer a « ingalded » hervez an destenn. Votet ez eus bet hiziv er C’huzul-rannvro…
-
Ne vo ket deuet mat an unwisk e Plouizi!
Plouizi, skol kentañ-derez nemeti e Breizh evit lakaat e plas un « taol-esa » gant an unwisk? N’eo ket graet c’hoazh! C’hoant en deus bet ar maer, Remi Guillou, makronour, d’ober plijadur d’ar c’hentañ ministr nevez Gabriel Attal o rediañ bugale skol bublik e gumun da wiskañ holl an hevelep dilhad…. A-enep ali ar skolaerien, hag hep…
-
Ur steuñv rannvroel evit ar politikerezh-yezh
Prezegenn distaget e Kuzul-rannvro Breizh d’ar 14 a viz Kerzu 2023, diwar-benn ar steuñv-adperc’hennañ evit yezhoù Breizh. Keneilezed ha keneiled kaer, Abaoe penn-kentañ ar respetad e c’houlennemp ur programmadur liesvloaziek evit ar politikerezh yezh. Gant ar steuñv-mañ hon eus unan. Daoust ma chom izeloc’h ar pal eget promesaoù a oa bet graet da vare an…
-
Kinnigoù evit budjed 2023 ar Rannvro
Prezegenn politikerezh hollek – Dalc’h war ar budjed, d’an 13, 14 ha 15 a viz c’hwevrer 2023. Keneilezed ha keneiled kaer, Kreskiñ trumm a ra ar prizioù. Goude enkadenn al lojañ, setu deuet enkadenn ar vuhez dre vras. Energiezh, boued, asurañsoù lieseurt, ha ret eo ouzhpennañ gourdrouz adreizh al leveoù. Diaesoc’h c’hoazh eget da gustum…
