Prezegenn distaget e Kuzul Rannvro Breizh, d’ar 14 a viz here 2026, evit difenn un enkemmad war ar budjed.
« Keneilezed ha keneiled kaer,
Kinnig a reomp deoc’h votiñ evit chom feal ouzh ho vot tremenet, pa oa bet kadarnaet ganeoc’h ar steuñv adperc’hennañ evit yezhoù Breizh, a-unvouezh, e 2023.
592 450 euro : setu ar c’hresk raktreset evit budjed ar politikerezh-yezh evit 2026, hervez ar steuñv-adperc’hennañ. N’eo ket kalz.
Padal, n’eus bet kresk ebet votet er budjed e miz c’hwevrer, ha kresk ebet c’hoazh e miz even. Ar chañs diwezhañ eo neuze da chom eeun gant ho prezegennoù hag ho votoù.
Degas a ran soñj deoc’h eus koulzad-kabaliñ an dilennadegoù-rannvro e 2021. Lod eus al listennoù a ginnige daougementiñ ar budjed, lod all e lieskementiñ dre dri. Ur « Steuñv Marshall » a oa da vezañ lakaet e pleustr evit yezhoù Breizh.
Ne oa ket aet ken pell ar C’huzul-rannvro a-benn ar fin, met lakaet e oa bet er steuñv votet ur c’hresk bihan eus ar budjed bep bloaz. Ma vefe dilezet bremañ, peseurt kemennadenn a vefe kaset d’an dilennerien ha d’an dilennerezed ?
Ne vo ket rivinet ar rannvro abalamour d’hec’h endalc’hoù evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Ne savont ket da 1 % eus ar budjed. An dispign ouzhpenn a ginnigomp evit derc’hel gant hon endalc’hoù ne sav ket da ur milion a euroioù, pa ginnig ar muiñ-niver amañ digreskiñ an amprest 40 milion.
Ma fell deomp e vefe yezhoù bev en dazont eus ar brezhoneg hag eus ar gallaoueg eo dav stummañ muioc’h a dud, kinnig muioc’h a blasoù degemer ha dudioù, skoazell muioc’h an embannerien hag ar mediaoù a ra gant ar yezhoù-se. Sklaer e oa evit an holl e 2023.
Ha bremañ ? »
Votet o deus strolladoù ar muiañ-niver a-enep hon enkemmad.



Votre commentaire