D’ar 27 a viz even e oa bet votet gant Kuzul-rannvro Breizh un destenn evit goulenn ar wirionez diwar-benn ar Bugaled Breizh. Setu anezhi amañ. An enor am eus bet da ginnig anezhi e anv ar strollad-dilennidi Breizh a-gleiz.

Amañ e kaver video ar prezegennoù: https://v5.synople.tv/event/41741?s=2895&e=3338&odj=hide (gallout a reer selaou e brezhoneg ma kliker war an tokarn bihan, a-zehoù hag en traoñ eus ar skramm).

Testenn ma frezegenn:

« Keneilezed ha keneiled kaer,
Kinnig a reomp deoc’h un destenn evit goulenn ma vo disklêriet, gant ar Stad, ar wirionez diwar-benn peñse ar Bugaled Breizh.
N’hon eus ket kalz a douetañs war abeg marv ar pemp martolod. Ur c’huzulier d’ar c’hentañ-ministr, zoken, en deus anavezet e oa 98% a chañsoù hervezañ evit ma vije bet ul lestr-spluj pennkaoz ar gwallreuz.
N’emaomp ket o klask vañjañs, n’emaomp ket o klask laou d’an arme evi abegoù idologel.
Goulenn a reomp ar wirionez.
Pouezus eo evit ar familhoù, pouezus eo evit an demokratelezh. Pa rank hon demokratelezhioù en em difenn a-enep distro an impalaerezhioù eo ret dezho bezañ direbech evit bezañ kreñv.
Ar sekred-difenn ne c’hall ket bezañ un abeg evit kuzhat ar wirionez war marv tud. Ugnet vloaz warlec’h, peseurt dañjer a vefe evit ar surentez vroadel ma vefe diguzhet an dielloù ?
Evit an dud a vor, evit pobl Vreizh, evit an demokratelezh, e c’houlennan digant an holl ac’hanoc’h votiñ a-du gant an destenn-mañ. »

Laisser un commentaire