Enkadenn ar sevel-moc’h biologel hag ar pretierezh stroll

Goulenn dre gomz graet d’an 11 a viz here 2024, er C’huzul-rannvro. Evit selaou ar brezegenn: https://v5.synople.tv/event/36598?s=3028&e=3344&odj=hide

Aotroù Prezidant,

Tro hon eus bet da eskemm dija er C’huzul-rannvro diwar-benn enkadenn al labour-douar biologel, ha ne weler ket c’hoazh an dibenn anezhi. Drastus eo bet evit filierenn ar moc’h bio, muioc’h eget ar re all. Tapomp da skouer ar rouedad produerien Biodirect, an hanter anezho aet o stal da netra, hag ar re all zo tapet c’hoazh gant diaesterioù arc’hant don. An diouer a c’houlenn en deus kaset meur a di-feurm da netra, met hiziv-an-deiz, n’eus ket a-walc’h a produerien ken evit respont d’ar goulenn ! Ma’z eo an dra-se dibenn enkadenn ar goulenn, n’haller ket en em laouennaat. Gwelet a reomp dreist-holl n’eo ket bet gouest ar galloudegezhioù foran da derc’hel o engouestloù en amzer. Programmet e oa kas ar produrerezh bio da 5 % eus ar c’hig-moc’h dre vras, met re nebeud a zo bet graet evit skoazell a re o doa kroget el labour evit tizhout ar palioù-diorren.

Padal eo al labour-douar bio ur mod da broduiñ bevañs hep implijout diastuzerioù, ul labour-douar hag a warez an dourioù hag an douaroù. Dav e vefe hollekaat ar mod bio da broduiñ. Kavet e vez abeg ennañ abalamour da briz ar produioù, met disoñjal a reer an espernioù war ar fredoù disaotrañ, ar c’hrignoù-bev, ar c’hleñvedoù diskar an empenn. Gwir eo ne vo ket gwelet liv an espernioù-se diouzhtu, gwir eo ez eo strewet ar c’holloù esperniet. Alese, just-walc’h, eo arabat leuskel d’ar vevezerien o-unan ar girriegezh da sturiañ modoù-produiñ al labour-douar. Hen lavaret hon eus dija : enebet-krenn omp-ni ouzh ur patrom bevañs daouduek, bio evit ar re a c’hall prenañ, kimiek hag industriel evit ar re all.

Brav eo lavaret kement-se. Met petra ober dirak gwirvoud an enkadenn a rank ar broduerien bio talañ outi ? Kemmet eo bet an emzalc’hoù-prenañ gant kresk ar prizioù, ha bresket budjed ar re baourañ, ha neuze o doa dibabet meur a dasparzher paouez da ginnig produioù bio. Evel-just eo bet gwashaet an enkadenn gant an dibab-se. Na brener ket ar pezh na gaver ket.

Un taol fallakr eo bet an enkadenn-se evit ar re nevez-staliet, yaouank alies, o deus bet ar santad da vezañ disoñjet gant ar galloudoù foran. Ma fell deomp staliañ muioc’h a labourerien-douar eo ret derc’hel en amzer al linennoù-stur termenet gant ar galloud politikel, ha skoazellet a re a gonter warne evit o lakaat e pleustr.

A-wechoù avat e vijet bet a-walc’h eus nebeud a dra evit saveteiñ filierennoù, mirout tiez-feurm, reiñ spi d’an dud en-dro. Sellomp ouzh ar sifroù. 22 % eus moc’h bio Frañs a veze produet er rannvro e 2020, met ne oa nemet 0,5 % eus ar moc’h produet Breizh a oa bio. Ha ma’z eus bet kollet 15 % eus ar moc’h bio etre 2022 ha 2023, hervez sifroù an ajañs bio, ar pezh a zo kalz e tregantad, ne ra a-benn ar fin nemet pemp-kant triwec’h houiz ha pevar-ugent. Keñveriomp ar sifr-mañ gant an niver a bredoù tapet e liseoù Breizh bep bloaz !

Strollegezhioù Breizh, rannvro, departamantoù, kumunioù, o dije gellet implijout ar pretierezh-stroll evit kempouezañ kolloù ar saverien moc’h bio war marc’hadoù all. Evel-se ne vijent ket bet rediet da dirummañ o froduioù, da werzhañ dindan ar c’houst-produiñ, da welet tiez-feurm niverus o vont da get. Padal, ma oa bet lakaet da bal tizhout 10% a voc’h bio er c’hantinennoù e 2022, ne oa ket bet tizhet c’hoazh an hanter eus ar pal e 2023, ma ne fazian ket. Hag un diouer a youl zo bet ? Pe n’bor boa ket an ostilhoù mat ?

Krediñ a ra deomp oc’h kizidik ouzh ar goulenn-se, ha ma tibabomp hen ober bremañ, ez eo peogwir ez eus ur greizenn-prenañ nevez o vezañ staliet, evit marc’had bras kantinennoù liseoù ar Rannvro. Ur mare mat eo evit lakaat diskoulmoù e pleustr.

Ouzhpenn saveteiñ tiez-feurm, ouzhpenn dikour ur mod da broduiñ doujus ouzh an endro, diorren ar pourveziñ biologel ha lec’hel a vo ur mod a-feson da reiñ digarezioù da zebriñ bio d’ar muiañ-niver, dre ma vint kinniget da holl liseidi an tiriad, n’eus forzh pegen leun e vefe kont-bank o zud.

Penaos e vo implijet ar greizenn « Breizh achats » evit digeriñ marc’hadoù stabil ha d’ur priz dereat, mat da echuiñ gant enkadenn ar produiñ bio e Breizh, dreist-holl evit ar filierennoù gwallgasetañ evel hini ar moc’h ? Ha savet e vo linennoù-stur evit broudañ diorren al labour-douar bio war hir dermen ?

Ho trugarekaat.

Evit selaou ar respont: https://v5.synople.tv/event/36598?s=3344&e=3695&odj=hide

Laisser un commentaire