
Prezegenn distaget d’ar 15 a viz c’hwevrer 2024, da vare an divizoù war ar budjed e Kuzul-rannvro Breizh, diwar-benn ar programm evit al lojañ.
« Keneilezed ha keneiled kaer,
Ur steuñv evit al lojañ a oa bet votet da vare an dalc’h diwezhañ. Aprouet e oa bet ganeomp. Soñjet hor boa e skoe ar steuñv war an tu mat, hag e save palioù azas ouzh ar pezh a c’hall ober ar Rannvro evit ar poent. Kavet hor boa mat, dreist-holl, ar raktres krouiñ ur framm evit dastum tachennoù.
Diaes e vefe bezañ laouen avat. Sevel lojiri nevez ne vo ket a-walc’h da diskoulmañ enkadenn al lojañ. Gant ar sevel-lojiri e labourer war hir-dermen, met mallus eo cheñch penn d’ar vazh. Mallus eo digreskiñ an hed etre al lec’hioù-labour hag al lec’hioù-annez. Mallus eo digreskiñ pouez al lojeiz war budjed an tiegezhioù, ur pouez hag a redi anezho, alies, da baouez da veveziñ boued bio hag a galite, da chom hep mont da vakañsiñ, ur pouez a lak ar vuhez diaeshoc’h. Mallus eo ivez diskoulmañ kudenn an tuta evit an embregerezhioù koulz hag evit ar servijoù foran.
Ezhomm zo neuze da sterniañ mont-en-dro ar marc’had. Ezhomm bras.
N’eo ket souezhus neuze gwelet ez eus er boblañs ur asant ledan evit ar statud a annezad, gant 78 % a dud a-du. Muiañ-niver eo en holl rummadoù-oad, en holl rummadoù micherel, en holl rummadoù-dilennerien. N’eo ket ur raktres a rann an dud. Er c’hontrol, ar statud a annezad a zo ur raktres a vod ar gevredigezh e Breizh, tro-dro d’unan eus he diazezoù : ar gwir da vevañ er vro. Ha n’eo ket souezhus kennebeut gwelet ez eo a-du 79 % eus ar Vretoned gant muzulioù-bevenniñ war ar feurmoù-berrbad, unan d’ar muiañ dre berc’henn da skouer. Met piv en deus ar galloud da lakaat ar muzulioù-se e pleuste e Breizh ? Evit ar poent, den ebet.
Un toull zo en obererezh foran abalamour d’a c’hreizennet m’eo ar galloud. Hen gwelet a reer da skouer gant an « takadoù tenn » : ne c’heller kreskiñ an taos-annezañ war an eil-tiez nag e Brest, nag e Lannuon, nag e Douarnenez, nag en Oriant. Ha ken sterniet eo galloud an tiez-kêr war an taos ma lenner ne degaso nemet 80 000 euro bep bloaz en enez-Vaz : peadra da breamptiñ ul lojeiz bep pevare bloaz, sur-a-walc’h. Kaer o do an dilennidi lec’hel bezañ kalonek, hag alies e vezont, ne vo ket tu diskoulmañ kudenn al lojañ gant ostilhoù ken dister.
Kompren a reer gwelloc’h neuze perak e sav an tu-dehoù-pellañ a-enep an emrenerezh : lezober ar Stad n’eo ket chalus evit al luskad-se, dre ma ‘z eo a-enep e vefe bevennet an niver a eil-tiez pe kresket an taosoù war ar feurmoù berrbad. Gwelet a reomp amañ eus an tu-dehoù-pellañ eus tu an arc’hant bras a-enep tu al labour. Azeulerien ur Stad aotrouniek dorn-ha-dorn gant ar vrokerien, er Vodadenn vroadel koulz hag er C’huzul-Rannvro.
Met ne vo ket gwerzhet pobl Vreizh. A-du eo ar muiañ niver er pemp departamant breton evit ma vo ur galloud lezenniñ ha kemedel gant Rannvro Breizh, a-benn sterniañ marc’had al lojañ. 59 % a zo a-du, 26 % a zo a-enep. Pa liammer an emrenerezh ouzh buhez pemdez an dud e vez diskoachet ur c’hoant-emrenerezh ledan. Gervel a reomp Kuzul-rannvro Breizh da gas ur gwir stourm, gant ar Bretonezed hag ar Vretoned, evit gounit ur framm nevez evit marc’had al lojañ e Breizh, evit reiñ d’ar strollegezhioù lec’hel an ostilhoù-sterniañ a vank dezho. Gallout a rafemp kregiñ gant an divizoù tiriadel hor boa kinniget er steuñv evit al lojañ. »

Laisser un commentaire