Étiquette : lojeiz
-
Dazont al liseoù e Breizh
Prezegenn distaget d’an 11 a viz erzu 2024, da vare an diviz-budjed (lodenn gentañ: liseoù). Nebeutoc’h-nebeutañ a vugale hag a re yaouank a vo e Breizh en dazont. Hen gwelet a reomp en danevell, diouzh ar sifroù hag ar c’hartennoù kinniget. Kement-se a dalvez e vo nebeutoc’h-nebeutañ a liseidi. Mat pe fall, se zo hervez…
-
Un toull zo e politikerezh al lojañ abalamour d’an diouer a emrenerezh
Prezegenn distaget d’ar 15 a viz c’hwevrer 2024, da vare an divizoù war ar budjed e Kuzul-rannvro Breizh, diwar-benn ar programm evit al lojañ. « Keneilezed ha keneiled kaer, Ur steuñv evit al lojañ a oa bet votet da vare an dalc’h diwezhañ. Aprouet e oa bet ganeomp. Soñjet hor boa e skoe ar steuñv war…
-
Ha dalc’het eo armerzh Breizh gant an eil-tiez?
Setu unan eus an arguzennoù sotañ a zo bet roet din evit enebiñ ouzh ar statud a annezad pennañ: ma ne vefe ket a eil-tiez e Breizh ez afe ar vro d’an diskar, rak e dalc’h an douristed emañ hon armerzh. Pouezus eo respont memestra, daoust ha pegen lu e vefe an arguzenn, rak meur a…
-
Evit ar gwir d’al lojañ e Breizh
Prezegenn distaget e Kuzul-rannvro Breizh, d’ar 14 a viz Kerzu 2023, diwar-benn ar follenn-heñchañ war al lojañ. Da heul, an enkemmadoù kinniget. Keneilezed ha keneiled kaer, A-benn ar fin e kinniger deomp votiñ ur follenn-heñchañ evit al lojeiz. Poent e oa. Poent bras zoken, rak abaoe tri bloaz eo spontus stad marc’had al lojeiz er…
-
Penaos ober gant nebeutoc’h a dour?
Prezegenn politikerezh hollek, Kuzul-rannvro Breizh, 29/06/2023. Keneilezed ha keneiled kaer, Komz a rin eus ar vakañsoù e fin ma frezegenn. Emaomp oc’h echuiñ gant ar bloavezh-skol. Met a-raok komz eus ar vakañsoù e lakain ar gaoz war ar programm istor. Lod ac’hanoc’h o deus soñj, marteze, eus o c’hentelioù-istor er c’hwec’hvet klas ; evit ar re…
-
Sifroù nevez war an eil-tiez e Breizh
Sifroù nevez a zo o paouez bezañ embannet gant an INSEE diwar-benn an eil-tiez e Rannvro Breizh: 47% anezho a zo perc’hennet gant tud o deus o lojeiz pennañ e Breizh (5 departamant). E rannvro Pariz e vev ar braz eus ar re all. N’eo ket gwall souezhus ar sifroù-se, daoust m’eo un tamm uheloc’h…
-
Kinnigoù evit budjed 2023 ar Rannvro
Prezegenn politikerezh hollek – Dalc’h war ar budjed, d’an 13, 14 ha 15 a viz c’hwevrer 2023. Keneilezed ha keneiled kaer, Kreskiñ trumm a ra ar prizioù. Goude enkadenn al lojañ, setu deuet enkadenn ar vuhez dre vras. Energiezh, boued, asurañsoù lieseurt, ha ret eo ouzhpennañ gourdrouz adreizh al leveoù. Diaesoc’h c’hoazh eget da gustum…
