Étiquette : emrenerezh
-
Un toull zo e politikerezh al lojañ abalamour d’an diouer a emrenerezh
Prezegenn distaget d’ar 15 a viz c’hwevrer 2024, da vare an divizoù war ar budjed e Kuzul-rannvro Breizh, diwar-benn ar programm evit al lojañ. « Keneilezed ha keneiled kaer, Ur steuñv evit al lojañ a oa bet votet da vare an dalc’h diwezhañ. Aprouet e oa bet ganeomp. Soñjet hor boa e skoe ar steuñv war…
-
Evit ar gwir d’al lojañ e Breizh
Prezegenn distaget e Kuzul-rannvro Breizh, d’ar 14 a viz Kerzu 2023, diwar-benn ar follenn-heñchañ war al lojañ. Da heul, an enkemmadoù kinniget. Keneilezed ha keneiled kaer, A-benn ar fin e kinniger deomp votiñ ur follenn-heñchañ evit al lojeiz. Poent e oa. Poent bras zoken, rak abaoe tri bloaz eo spontus stad marc’had al lojeiz er…
-
Peseurt emrenerezh evit Breizh ha Korsika?
Ofisiel eo: a-du eo ar Stad c’hall evit ma vo emren Korsika. Digoret e oa bet an nor gant Gerald Darmanin goude ma oa bet lazhet Yvan Colonna en toull-bac’h, ha reuz ha freuz savet da heul an darvoud-se e Korsika. Ur mod da sioulaat ar jeu e oa bet, evit ar gouarnamant. Teir gwech…
