Ha digoret e vo en-dro al linenn etre An Alre ha Sant-Brieg?

Goulenn dre gomz graet d’ar 26 a viz even e kuzul-rannvro Breizh.

« Aotroù Prezidant,

Treiñ da hent glas ul lodenn eus al linenn-houarn greiz a ya eus An Alre betek Sant-Brieg : sed ur goulenn a zo bet graet da SNCF Réseau a-berzh ti-kêr Loudieg. Ha kevrennoù all eus an hent-houarn a vez goulennet o zreiñ da heñchoù glas, e tolpad-kêrioù Sant-Brieg da skouer.

Diorren ar fiñvusted doujus a zo talvoudus d’an dud, evel-just. Met gallout a ra bezañ graet war hentoù all. Padal, ma vefe distrujet pe lezet da vont kevrennoù eus al linenn hent-houarn An Alre – Sant-Brieg, e teufe da vezañ dibosubl ad-digeriñ ul linenn norzh-su klok dre Greiz-Breizh. Gwir eo kement-se evit lec’hioù all e Breizh ma vez enebet ar marc’h-houarn ouzh an tren.

Kentoc’h eget he zreiñ da hent glas, e kav deomp e vefe talvoudus-kenañ adkempenn al linenn-houarn etre Sant-Brieg, Loudieg ha Pondivi, evit lakaat trenioù da vont warni. Setu ar palioù da dizhout :

-reiñ un tu da dreuziñ kreiz-Breizh a norzh da su hep kemer an hentoù kirri-tan, ha pa weler e c’hounez an diabarzh-vro annezidi nevez ;

-kinnig an tren evit ar monedone pemdeziek etre Kreiz-Breizh ha poloù-implij Gwened, An Alre ha Sant-Brieg ;

-broudañ an douristed da vont muioc’h war-zu Kreiz-Breizh, evit ingalañ gwelloc’h anezho war hon tiriad ;

-diorren an treuzdougen marc’hadourezh dre hent-houarn kentoc’h eget dre girri-samm.

Evit ar poent n’eo ket bet nac’het ar raktres hent-glas gant an aozadur SNCF Réseau. Lâret ez eus bet zoken gant he rener rannvroel ne oa goulenn ebet evit digeriñ en-dro al linenn d’an trenioù en he lodenn norzh. Souezhus eo rak annezidi ha dilennidi niverus eus ar c’humunioù treuzet gant al linenn o deus embannet bezañ a-du dija evit ma tistrofe an trenioù. Hag amañ ivez, er C’huzul-rannvro, hon eus votet evit ma vo graet. Sur a-walc’h e vo dav lavaret kreñvoc’h youl ar Rannvro, evit ma vo tu d’an dud ha d’ar marc’hadourezh mont-ha-dont etre su ha norzh Breizh hag e Kreiz-Breizh dre an tren.

Aotroù prezidant, aotroù bez-prezidant e-karg eus ar fiñvusted, daoust hag e soñj emaoc’h da emellañ evit gwareziñ an danframmoù dirak ar riskl e vefent dismantret ? »

-video ar goulenn : https://v5.synople.tv/event/41679?s=1511&e=1696&odj=hide

-video ar respont : https://v5.synople.tv/event/41679?s=1696&e=2071&odj=hide

Une réponse à « Ha digoret e vo en-dro al linenn etre An Alre ha Sant-Brieg? »

  1. […] Question orale posée au Conseil régional de Bretagne le 26 juin 2025. Il s’agit ici de la traduction en français de la version initiale, en breton: https://nilcaouissin.blog/2025/06/26/ha-digoret-e-vo-en-dro-al-linenn-etre-an-alre-ha-sant-brieg/ […]

    J’aime

Laisser un commentaire