Prezegenn graet d’ar 25 a viz even 2025, e kuzul-rannvro Breizh, diwar-benn ar RADD (Danevell war an obererezh hag an diorren padus).
Keneiled ha keneilezed,
Komz a rin bremañ diwar-benn tri foent eus an RADD. Skouerius eo an tri foent-se eus disoc’hoù pozitivel labour ar Rannvro, daoust ha ma kav deomp e c’haller hag e ranker mont pelloc’h ganto.
Kregiñ a rin gant feur ar produioù biologel er c’hantinennoù. Tri bloaz zo hor boa sachet ho evezh war ar riskl e tigreskfe lod ar produioù bio en asiedoù al liseidi, ha deuet e oa da wir siwazh gant sifroù 2023. Met a-drugarez d’an eskemmoù politikel en hor c’huzul e oa bet kresket al lodenn-se eus ar budjed, hag aet eo war-raok ar feur produioù biologel adarre. Tizhet eo bet pal al lezenn EGALIM, hag un dra vat eo evel-just. Met ar pal termenet dre lezenn n’eus nemet ur minimom anezhañ, ha gallout a reer mont en tu all dezhañ. Chom a ra deomp 78 % a broduioù nann-biologel e-touez ar pezh a ya da bourveziñ ar pretierezh-skol : peadra zo da vont war-raok c’hoazh !
Evidomp eo a-bouez ruz lemel an diastuzerioù eus kement boued a ya gant an dud, evit gwareziñ o yec’hed. Hag evel-just chom hep o lakaat er parkeier, a-benn paouez da zistruj ar boudoù bev. Klevet a reer alies e vefe arabat berzañ ul louzoù kimiek bennak, keit ha ne vefe ket kavet « un tu all d’ober ». Met un tu all d’ober a zo : al labour-douar biologel an hini eo. Greomp kement tra a c’hellomp evit reiñ nerzh dezhañ.
O paouez komz eus bevlieseurted emaon. Estreget an amprevaned hag an evned a ya da get siwazh en hon metoù. War dachenn ar yezhoù e koller lieseurted ivez. En diskouez a ra splann an enklask diwar-benn yezhoù Breizh. N’eus ket ezhomm da zistreiñ amañ war ar sifroù. Gwir eo n’eo ket ar Rannvro a zo kablus eus an diskar. Met peseurt framm politikel all, hiziv-an-deiz, a zo mennet da cheñch penn d’ar vazh, ha gouest d’hen ober ? Pouezus-kenañ eo labour ar Rannvro evit treuskas ar yezh, a-drugarez d’ar stummadurioù evit an dud deuet da gentañ penn. En tu all da 300 anezho a vez stummet bep bloaz, ha gwelet a reomp en danevell eo aet an niver-se war gresk un tammig. Met muioc’h, kalz muioc’h a zo ezhomm evit leuniañ an toull etre ar re gozh o vont kuit hag ar vugale o teskiñ.
Kinniget en deus dija Gael Briand arnodiñ ur mod nevez d’ober : pourveziñ ur gwir gopr d’an deskarded, evit dizarbenn ar skoilh ekonomikel a lak tud mennet da ampellañ pe da nullañ o raktresoù-stummañ. Erruet d’ar poent-se, n’eo ket fall teurel ur sell war ho programm, rak ennañ ho poa graet anv eus ur gwir hollvedel d’en em stummañ war ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Kompren a reomp eus hon tu n’haller ket digeriñ frank an norioù ha profañ ur gopr d’un niver dianav (ha diharz) a zanvez-stajidi. Met kinnig a reomp deoc’h ober un taol-arnod, gant un niver bevennet a blasoù, evit muzuliañ talvoudegezh an doare nevez-se.
Deuet eo poent mont gant ar sujed diwezhañ : an treuzdougen dre hent-houarn. Mont a ra ar strollad Breizh a-gleiz a-du gant kresk ar c’hinnig treuzdougen a-stroll a-berzh ar Rannvro. Kavout a ra deomp memestra n’eo ket ingalet gwall vat ar striv-se war diriad Breizh, abalamour d’un diouer a danframoù e stad vat. Serr eo c’hoazh da skouer al linenn Rosko-Montroulez, daoust d’ar stourm lec’hel ; ha lenn ar reer en RADD e vo graet labourioù adneveziñ a-hed an ahel An Alre – Pondivi – Sant-Jeland, met ne lenner netra diwar-benn lodenn norzh al linenn, war-zu Loudieg ha Sant-Brieg. Ezhomm he defe avat da vezañ adnevezet ivez. Hiroc’h a vo lavaret war ar sujed-se diwezhatoc’h.

Laisser un commentaire