Dazont al liseoù e Breizh

Prezegenn distaget d’an 11 a viz erzu 2024, da vare an diviz-budjed (lodenn gentañ: liseoù).

Nebeutoc’h-nebeutañ a vugale hag a re yaouank a vo e Breizh en dazont. Hen gwelet a reomp en danevell, diouzh ar sifroù hag ar c’hartennoù kinniget. Kement-se a dalvez e vo nebeutoc’h-nebeutañ a liseidi.

Mat pe fall, se zo hervez ar mod da welet an traoù. Ne soñj ket deomp e vefe ret lakaat ar boblañs da greskiñ dibaouez, broudañ ar familhoù d’ober ar muiañ a vugale ma c’hallont. Met goulennoù a sav diwar-benn an emdroadur-se. Daoust hag un dibab eo ober nebeutoc’h a vugale, pe ur redi ? Gouzout a rit pegen diaes eo d’ar re yaouank kavout ul lojeiz, pe dilojañ evit kaout muioc’h a blas. Ne ro ket c’hoant, ne sikour ket da grouiñ ur familh, pe d’ober ur bugel ouzhpenn pa vez unan dija.

War un dachenn all, an argerzh kreizennañ ar servijoù yec’hed, an tech da serriñ tiez-gwilioudiñ, a zo sur-a-walc’h ivez ur skoilh evit ijinañ un dazont-familh. Pell diouzhimp ar soñj da sevel ur politikerezh aotrouniek da vroudañ an dud d’ober bugale, met ret e vefe memestra labourat evit reiñ d’an dud un tu d’ober dibaboù gwir, etre kaout bugale ha chom hep kaout bugale. Evit-se eo al lojañ hag ar yec’hed daou sujed a-bouez-ruz.

Estreget gant ar c’hresk naturel e c’haller leuniañ ar skolioù avat. Degemet enbroidi a c’hall degas an hevelep disoc’h. Gounit a rafe Breizh o kemerh e lod eus degemer an dud a dec’h rak ar brezel pe an dienez, pe ar re o deus c’hoant da zont da Vreizh da vevañ ganeomp, n’eus forzh evit pe abeg e vefe. Muioc’h a enbroidi, ma tegemeromp mat anezho, a degaso deomp ur boblañs yaouankoc’h. Kempouezet e vo evel-se hon demografiezh. Degemeromp anezho, roomp dezho an alc’hwezioù da vezañ perzh eus hor c’hevredigezh. Ur chañs eo evidomp koulz hag evito.

Ma verzhomp memestra e kendalc’h an niver a liseidi da zigreskiñ, klaskomp gwelet an tu mat. N’omp ket rediet d’ober nebeutoc’h evit-se ; kalskomp kentoc’h tennañ gounit eus digresk an niver a liseidi da welaat ar jeu evito. Asantomp da skouer e vefe nebeutoc’h a skolidi er c’hlasoù, evit deskiñ gwelloc’h.

Ezhomm a vefe evel-just da eskemm gant ar Stad evit ma vo miret kement a gelennerien ha bremañ, kentoc’h eget serriñ postoù da heul an demografiezh. Marteze ne vo ket niverus hor re yaouank en dazont, met ur pezh-mell labour o do. Gwelet a rint kemmoù bras en o endro naturel hag armerzhel. Ha ret e vo dezho, dre o labour hag o skodoù, bastañ da ezhommoù ur boblañs retredidi niverusoc’h eget an holl re a zo bet en diaraok. Dleout a reomp, d’an nebeutañ, reiñ dezho ar stuzioù-deskiñ gwellañ ma c’hallomp.

Goulenn a ra neuze hor strollad ma vo miret en dazont ar budjedoù gouestlet d’al liesoù ha d’ar stummadurioù, ha pa dlefe poblañs al liseidi digreskiñ.

Laisser un commentaire