Prezegenn distaget er C’huzul-rannvro, d’an 9 a viz here 2024, a-raok votiñ a-du gant ur skoazell dreistordinal evit Diwan (200 000 euro). Evit selaou anezhi: https://v5.synople.tv/event/36596?s=14821&e=15129&odj=hide
Keneilezed ha keneiled kaer,
Ur wech ouzhpenn emañ Diwan e-barzh diaesterioù-arc’hant grevus. N’haller ket sellet ouzh ar rouedad o vont da get. Ret eo mirout kousto pe gousto an ostilh-se a zo bet hag a zo c’hoazh hollbouezus evit ar c’helenn brezhonek. Ma kaver muioc’h a skolidi bremañ en hentennoù divyezhek ar skolioù publik pe katolik, dalc’homp soñj e voe boulc’het an hent gant Diwan, d’ur mare ne oa ket ar c’helenn divyezhek diouzh ar c’hiz.
E Diwan atav, hag e Diwan hepken, eo bet posubl heuliañ kentelioù prederouriezh e brezhoneg. Ha Diwan an hini eo a zo c’hoazh o vont gant un hent nevez, ar bloaz-mañ, o tigeriñ evit ar wech kentañ un hentenn vicherel e brezhoneg. Fellout a ra din saludiñ amañ an nevezenti-se, gortozet abaoe bloavezhioù. Ur bazenn eo evit digeriñ d’an holl ar c’helenn e brezhoneg betek ar bak. Spi am eus e vo awenet ar rouedadoù all gant ar skouer-se, hag e vo gwelet ivez a-benn nebeut hentennoù divyezhek micherel el liseoù publik ha katolik.
Estregedomp a zo tomm hor c’halon ouzh Diwan. Kalonekaus eo gwelet kengred strollegezhioù Breizh. Kumunioù a-bep ment, departamantoù, ar rannvro bremañ, a zo deuet da reiñ an dorn evit sikour ar rouedad da leuniañ an toull en e gef. Diskouez a reont evel-se ez eo ar rouedad kelenn dre soubidigezh ur mad boutin evit Breizh, evit kostezioù politikel a bep seurt. Ur gefridi a servij publik a vez anavezet dezhañ. Dleout a rafe bezañ, hervezomp, ur servij publik da vat.
Dont a ra ar goulenn eus Karta Diwan. Menegiñ a ran ur pennad : « goulenn a ra groñs Diwan ma vo kemeret e karg he skolioù en ur servij deskadurezh publik demokratel ha renevezet e Breizh, a aotreo implij ar brezhoneg evel yezh kevredigezhel eus ar skolioù-mamm betek ar skolioù-meur en holl domanioù ar c’helenn. » Ouzhpennomp ez eo laik ha digoust ar skolioù Diwan. Eus petra ouzphenn hon eus ezhomm ?
Gant ar brezhoneg emañ an dalc’h, evel-just. Mont a ra en-dro ar skolioù Diwan e bezhoneg. Evit-se int dibar ha talvoudus. Dilezel ar brezhoneg e buhez ar skolioù a vefe kement ha dilezel dibarder Diwan. Desket e vez galleg enno memestra, ha souezhet e vezer o klevet un den bet ministr an Deskadurezh-Stad oc’h embann e aon en em gavfe bugale c’hall dic’houest da zeskiñ galleg er skol.
Ma n’eo ket feiz fall ez eus amañ un diouziegezh don eus petra eo pedagogiezh ar soubidigezh, hag eus ar gwirvoud sokioyezhoniel a zo hini endro yezhel an holl vugale e Breizh. Un diouiziegezh, ivez, eus disoc’hoù skolidi Diwan e galleg. Met dre ma ‘z eus eus ar gudenn-se, eus un diouer a fiziañs hag a anaoudegezh a-berzh pennoù ar Stad, e soñj deomp e vefe un touell kinnig enbarzhañ ar rouedad en Deskadurezh-Stad.
En Unvaniezh Demkratel Breizh hor boa kinniget dija, e 2018, ur statud publik rannvroel evit Diwan, da vare an divizoù war an disheñvelaat tiriadel. Sur a-walc’h ne oamp ket ar re gentañ oc’h ijinañ kement-se, rak skiant-vat e seblant bezañ. Dav eo memestra en em glevet war an arc’hantaouiñ : n’haller ket reiñ evel-se d’ar rannvro karg an arc’hantaouiñ evit ar skolioù dre soubidigezh.
Setu ar pezh a skrivemp : « Kinnig a ra Unvaniezh Demokratel Breizh lakaat e pleustr ur statud publik rannvroel : ober eus Diwan ur framm publik a gemero perzh e servij publik an deskadurezh, da gefridi dezhañ diorren ar c’helenn dre soubidigezh e brezhoneg, ha gwarantiñ da skolioù ar rouedad budjedoù kevatal ouzh skolioù an Deskadurezh-Stad, gant kement a euroioù evit pep skoliad. Dav e vo mirout emrenerezh-merañ ar rouedad, ha gwareziñ e berzhioù dibar, en o zouez mont-en-dro ar skolioù e brezhoneg. » Ouzhpennomp e vefe, etre skolioù ar rouedad hag ar strollegezhioù lec’hel, ar memes darempredoù hag etre ar strollegezhioù hag ar skolioù publik eel m’emaint hiziv-an-deiz.
D’ar mare m’hor boa graet ar c’hinnigoù-se, ne oa ket prest ar speredoù moarvat evit digeriñ eskemmoù diwar-benn ar statud. Laouen on o welet e vez laket ar gaoz war ar c’hinnig-se gant tud all bremañ.
Ur wech ma vo diskoulmet ar gudenn vallusañ, e vo ar Rannvro, a soñj din, a vo plaset mat evit digeriñ eskemmoù gant Diwan, gant ar strollegezhioù, gant kannaded ha senedourien eus ar pemp departamant, evit klask sevel ur c’hinnig douget gant Breizh a-bezh diwar-benn dazont ar rouedad, hag e statud.
Setu ur raktres pleustrek ha talvoudus evit kevredigezh Breizh, a gloto mat gant ar c’hoant a emrenerezh a zo rannet gant an holl strolladoù, pe dost, e Kuzul rannvro Breizh.
Votiñ a raimp a-du, evel-just, gant ar skoazell kinniget.

Laisser un commentaire