Prezegenn distaget e Kuzul-rannvro Breizh d’ar 14 a viz Kerzu 2023, diwar-benn ar steuñv-adperc’hennañ evit yezhoù Breizh.
Keneilezed ha keneiled kaer,
Abaoe penn-kentañ ar respetad e c’houlennemp ur programmadur liesvloaziek evit ar politikerezh yezh. Gant ar steuñv-mañ hon eus unan. Daoust ma chom izeloc’h ar pal eget promesaoù a oa bet graet da vare an dilennadegoù, ret eo anavezout e raktreser amañ ur c’hresk sirius, peadra da solutaat hag da diorren politikerezh-yezh rannvro Breizh. Pouezus eo. Hen votiñ a raimp hep pismigañ.
Ne ‘z aimp ket er munudoù hiziv. Distreiñ a raimp war poent-mañ-poent ha kinnig a raimp enkemmadoù, sur-a-walc’h, da vare an dalc’hoù war ar budjed.
Bezomp sklaer avat. Evit ma raio berzh hor steuñv rannvroel e vo ret dont a-benn da lakaat e pleustr ar c’henemglev Stad-rannvro. Kouezhañ a raio pep tra en e boull ma ne zouj ket ar Stad eus he ger, hag evit ar poent, ne ra ket a-walc’h. 40% eus ar re yaouank o defe c’hoant e vefe desket brezhoneg d’o bugale er skol. Met e 9 skol diwar 10 e Breizh, ne vez kinniget netra dezho. Pa ouzer ez eus tro 750 000 skoliad e Breizh a-bezh e tlefe neuze bezañ tro 300 000 anezho o teskiñ brezhoneg, pa vez evit gwir, a-boan, 20 000. Nac’het e vez ouzh ur bobl ar gwir da adperc’hennañ he yezh. Taol ar marv zo o tont, pa ouzer eo kozh dija an tri c’hard eus ar gomzerien.
Evit ar gallaoueg, lod a lavaro marteze eo izeloc’h ar sifroù, gant 12% eus ar re yaouank o defe c’hoant e vefe desket gant o bugale. Ya, met e pet skol e kinniger gallaoueg? Nebeutoc’h c’hoazh; en eil-derez eo aet war-gil zoken, abaoe adreizh al liseoù, ha dister eo an niver a liseidi o heuliañ an opsion gallaoueg. Kalz a zo d’ober, ha pa ne vefe nemet evit respont ouzh ar goulenn a zo dija.
Kement-se n’eo ket lavaret evit teurel dismegañs war endalc’h ar rannvro. Met ar politikerezh a gasomp da benn a chom skoilhet. Gant stummadur ar gelennerien emañ an dalc’h. Alese e soñj deomp ne vo ket klozet an afer pa vo aprouet hor steuñv ranvroel: ma ne cheñch ket buan emzalc’h ar Stad e vo ret deomp pe sellet ouh marv hor yezhoù, pe tapout hon-unan ar c’harg da stummañ ar gelennerien. Kement-se ne gafe ket ach’anomp en tu all d’ar promesaoù graet e 2021 diwar-benn budjed ar yezhoù.
Amañ emañ an diskoulm evit diorren da vat an deskadurezh divyezhek ha respont d’an ezhommoù, amañ emañ an diskoulm evit holekaat an tañva war an amzer-skol. Kompren a ran ne vefe ket lavaret hiziv, hag e klaskfer reiñ ur chañs d’ar marc’hatadennoù gant ar ministr nevez. Met buan e vo ret lakaat al labour-se ouzh ar stern.
Ho trugarekaat a ran.

Laisser un commentaire