Prezegenn distaget e Kuzul-rannvro Breizh, d’ar 14 a viz Kerzu 2023, diwar-benn ar follenn-heñchañ war al lojañ. Da heul, an enkemmadoù kinniget.
Keneilezed ha keneiled kaer,
A-benn ar fin e kinniger deomp votiñ ur follenn-heñchañ evit al lojeiz. Poent e oa. Poent bras zoken, rak abaoe tri bloaz eo spontus stad marc’had al lojeiz er vro. Lezenn an arc’hant an hini eo a zo o ren, ha gwall niverus eo an dud ne c’hallont na prenañ, na feurmiñ.
Pa oa bet kinniget ganeomp staliañ ur statud a annezad pennañ e lodennoù zo eus Breizh e oa bet respontet deomp : arabat aozañ ur steudad-gortoz evit prenañ e Breizh. Met perak e vez aozet steudadoù-gortoz, a c’houlan-me ? Evit m’en defe pep hini e dro da dremen. Evit ma ne vefe ket ar re greñvañ o tremen da gentañ atav.
Ya, hel lavaret a reomp c’hoazh hag adarre: ret eo reolenniñ marc’had al lojañ e Breizh. Ezhomm groñs a zo da staliañ reolennoù evit sturiañ ar marc’had war-zu an ezhommoù pouezusañ. Ober m’en defe pep hini ul lojeiz dereat a-raok kregiñ da glask kaout daou pe tri evit ar re binvidikañ.
E berr gomzoù, n’hallomp ket respont d’an enkadenn dre sevel buan un niver bras a lojiri marc’had-mat. N’hallomp ket hen ober ken peogwir hon eus implijet re a douaroù c’hoazh. Ret mat eo mirout ar pezh a chom evit ar produiñ-boued ha mont-en-dro en ekoreizhadoù. Sevel a vo ret c’hoazh met gouzout a reomp e vo keroc’h, hag hiroc’h, produiñ lojiri diwar adsevel pe adaozañ an takadoù kêriekaet. Alese, pa vez ken kreñv an ezhommoù, n’eo ket a-walc’h ar politikerezh-produiñ. Ur politikerezh-reolenniñ zo da sevel ivez.
Amañ emañ tu-gwan ho follenn-heñchañ : un diouer a ginnigoù evit reolenniñ. Komz a reer eus skoazell ar c’humunioù da reolenniñ ar feurmoù berrbad, ar pezh a zo mat-tre. Met pa sav ar feur a-eil tiez da 13 %, pa welomp eo bet Breizh er rank kentañ e Frañs evit ar sevel eil-tiez er blovaezhioù tremenet, pa weler ez a an eil-tiez da grignañ 20, 30, betek 50 % eus al lojiri nevez-savet e lodennoù eus hor bro, penaos tremen hep talañ ouzh an dalc’h-se ?
An evezhiadenn-se ne vir ket ouzhimp da anavezout perzhioù mat en ho kinnigoù. An digresk TTO war ar chanterioù evit sevel lojiri sokial hag ekologel a zo ur mennozh reizh, poellek, hag a glot gant ezhommoù war an dachenn. Sevel ur framm da zastum douaroù a zo speredek ivez, gant ma vo tu e arc’hantaouiñ. En ur ger, mat eo ha reizh eo ar c’hinnigoù graet amañ evit sikour ar sevel lojiri.
Pa vez ken grevus ar blegenn e vefe spontus chom difiñv. Souten a raimp neuze kement araokadenn a c’hallo bezañ evit gwareziñ ar gwir d’al lojañ e Breizh. Kemmoù avat a ginnigomp, rak ur politikerezh troet war ar produiñ hepken a zo tonket da c’hwitañ.
Kinnig a reomp da gentañ ober eus rannvro Breizh un tiriad arnodiñ ostilhoù-reolenniñ nevez, pe a reoù a vez lakaet e pleustr e broioù all dija. Kinnig a reomp o lakaat e breud e-touez annezidi pep tiriad e Breizh. Kinnig a reomp adlakaat war-wel mennozh un taos rannvroel war an eil-tiez, ur mennozh difennet gant rannvro Breizh abaoe 2019, hag a vefe deuet mat hiziv. Kinnig a reomp c’hoazh arnodiñ ul lezenn KAK kreñvaet evit broudañ diorren al lojeiz sokial e pep lec’h e Breizh.
Poent eo reiñ spi d’ar Vretoned, poent eo diskouez e c’hall an ensavadurioù demokratel talañ ouzh an enkadennoù grevusañ. Diouzh hon emzalc’h dirak enkadenn al lojeiz e vo dazont kevredigezh Breizh. Da zibab hon eus hag-eñ e chomo Breizh ur mad boutin d’e holl annezidi, pe ur miltamm baradozioù klozet, skornet, divuhez.
Ho trugarekaat.
Notenn: votet eo bet an enkemmad 28 goude bezañ adksrivet. An enkemmadoù 29, 30 hag 31 zo bet nac’het gant ar muiañ-niver.





Laisser un commentaire