
Prezegenn graet e Kuzul-Rannvro Breizh, d’ar yaou 12 a viz here 2023, diwar-benn ar C’henemglev etre Rannvro Breizh ha Kevredigrezh broadel an hentoù-houarn.
Keneilezed ha keneiled kaer,
Adalek ar bajenn gentañ e lennomp e rank ar c’hinnig treuzdougen dre an trenioù bezañ un ostilh evit terkañ an tiriad. A-du omp. Al linennoù-stur a lakaer da diorren an hentoù-houarn a zo ivez linennoù-stur evit ar c’hempouez tiriadel e Breizh. Petra a welomp en diell neuze ?
Berr-ha-berr : muioc’h a ginnig etre Roazhon ha Kemper ; muioc’h a ginnig etre Roazhon ha Brest; muioc’h a ginnig etre Roazhon ha Naoned ; muioc’h a ginnig e tolead-kêr Roazhon. Mat. Ne vo ket didalvoud an trenioù ouzhpennet, sur.
Met perak aozañ pep tra tro-dro Roazhon ? Daoust hag-eñ eo dav gwelet amañ ar memes tech hag an hini en doa kaset ac’hanoc’h, n’eus ket pell zo, da votiñ evit reiñ 12 % eus an douaroù da gêriekaat da vro Roazhon, a ra 4 % eus an tiriad hepken ? Tremen a ra pep tra evel ma vefemp oc’h heuliañ patrom rannvro Pariz, gant ur gêr-greiz galloudous, ha tiriadoù a rank bezañ liammet outi ar muiañ posubl evit chom bev.
Met n’eo ket mat patrom Pariz evit Breizh. Ne dere nag ouzh he zud, nag ouzh he geografiezh. Roazhon n’emañ ket e-kreiz Breizh, merzet ho peus sur a-walc’h. Kudennek eo neuze ober eus Roazhon kreizenn nemeti hor rouedad hentoù-houarn, kudennek evit kornôg Breizh dreist-holl. Ma fell din mont eus Gwengamp d’an Oriant gant an tren e kinniger din tremen dre Roazhon.
Disoñjet eo bet al linennoù norzh-su er c’henemglev. Ul linenn zo etre Sant-Brieg hag an Alre avat, met ne lakaer ket trenioù warni ken. Amañ e tlefer diorren ar c’hinnig da gentañ ! Pa weler n’eus kinnig ebet evit ar poent…
Tremen dre Roazhon evit pep tra a zo hiroc’h, ha keroc’h. Leuniet e vez evel-se ti-gar Roazhon muioc’h c’hoazh. Ha lavaret e vo deomp e ranker postañ muioc’h a arc’hant evit diskoulmañ ar gudenn, postañ muioc’h a arc’hant e Roazhon ur wech ouzhpenn. C’hoarzhin glas a reer, pa lenner en destenn ez eus « ur c’henglot peurvat etre an TTB hag an TER, evit an holl diriadoù ». Trugarez evit ar re n’o deus tren ebet !
Bez ez eus avat muioc’h-mui a vonedone etre an norzh hag ar su, etre an Arvor hag an Argoad. Dre ret a-wechoù. Skarzhet e vez ar Bretonezed hag ar Vretoned eus an Arvor gant enkadenn al lojeiz, ar pezh ne c’hoarvez ket kement-se evit an implijoù. Gwa d’an Arvoriz dilec’hiet : skarzhet int eus o lec’h-bevañ, ha ret eo dezho implijout muioc’h o c’hirri-tan, pa gresk ivez priz an trelloskoù. Ha ma klaskfe ar Rannvro ober war o zro ? Ma klaskfe digeriñ en-dro, evit an dud-se, linennoù hent-houarn etre an norzh hag ar su ?
Ya, talvoudus eo diorren an hentoù-houarn en takadoù kêriekaet stank, er meurgêrioù hag etrezo. Met ma ne vez graet nemet-se en em santo dilezet ul lodenn vat eus an dud. Ha gant gwir abeg.
Evit klozañ, ne votimp ket a-enep ur c’henemglev a degaso muioc’h a drenioù, met kerse hon eus. Gwelet a reomp ne ‘z aio an traoù war-raok nemet evit ul lodenn eus Breizh, hag unan all a chomo en a-dreñv.

Laisser un commentaire