Prezegenn politikerezh hollek, Kuzul-rannvro Breizh, 29/06/2023.

Keneilezed ha keneiled kaer,
Komz a rin eus ar vakañsoù e fin ma frezegenn. Emaomp oc’h echuiñ gant ar bloavezh-skol. Met a-raok komz eus ar vakañsoù e lakain ar gaoz war ar programm istor. Lod ac’hanoc’h o deus soñj, marteze, eus o c’hentelioù-istor er c’hwec’hvet klas ; evit ar re all, na rit ket bil, ne vo priziadenn ebet er fin. Ar pezh a blij din er programm 6vet eo e c’haller studiañ ur prantad hir a amzer, hini ar ragistor. Soñj ho po sur-a-walc’h eus skeudennoù mougev Lascaux. Komz a rin avat eus reoù ar Sahara. Eno e kaver murlivadurioù eus an Neolitik, murlivadurioù hag a ziskouez chaseourien hag o jiboez en un ardremez strujus. Ar Sahara a oa, un toullad milvoavezhioù zo, ur savanenn puilh ar vuhez enni.
Klevet a ran dija ar re a responto din : « setu ur brouenn m’en deus an hin cheñchet atav ! » Ya. Met e dibenn an Neolitik en doa cheñchet difonn a-walc’h evit reiñ amzer d’ar poblañsoù d’en em ober ouzh ar sec’hor. N’eo ket bet diviet an dour eus an eil deiz d’egile. A gantved da gantved o doa gellet an dud kemmañ o mod da vevañ, o hentoù-kantren, o demografiezh. Krediñ a reer e oa ganet sevenadur Ejipt, tro-dro d’an Nil, eus an treuzfurmadur-se.
N’hon do ket kement a chañs. Ret e vo deomp bevañ cheñchamantoù ken bras marteze, en amzer ur vuhez-den hepken. N’hon eus ket amzer da azasaat tamm-ha-tamm hor modoù d’ober, a-feur ma teuio an ezhomm. Dibar eo an tommadur krouet gant mab-den, dibar, abalamour d’e dizh ha d’e nerzh.
Dav e vo da Vreizh ober gant ar sec’hor. Marteze ne vo ket ken tizhet ha tiriadoù all war-eeun. Met a-benn ar fin e vo ret deomp sammañ disoc’hoù an dezerzhiañ a skoio lec’hioù all, abalamour d’an divroadegoù ha d’an trubuilhoù degaset war al labour-douar hag ar rouedadoù kenwerzhel. Mod pe vod e vo ret deomp tremen gant nebeutoc’h a dour, hag ober dibaboù a-stroll, dibaboù diaes met hollret.
Bezomp sklaer. Dirak ar gudenn-se e vefe un touell lavaret e c’hallimp, war-an-dro, adindustrializañ, degemer kantadoù a viliadoù a annezidi nevez, mirout pe diorren live an touristelezh, ha kenderc’hel da ezporzhiañ peadra da vagañ c’hwec’h gwech poblañs Breizh. Difuiñ, ha kirriekaat ar vevezerien, ne vo ket a-walc’h, daoust ma’z eo mat ober kement tra a ya gant an espern dour. 70 % eus an dour zo bevezet gant an ekonomiezh, hervez an ekonomouriezh Esther Crauser-Delbourg. Amañ ez eus dibaboù strategel d’ober.
Tapomp da skouer ar sevel moc’h ezdouar. Ma echuomp gant ar mod-se da sevel loened e vo esperniet dour, ha digresket war an dro saotradur an dour diwar re a nitrat. Gounit a rafemp war ar c’hementad ha war ar c’halite. Digreskiñ a rafemp ivez hon dilaoskadennoù gaz a efed ti-gwer hag hon enporzhiadurioù boued-chatal.
Ar maiz ivez a lonk kalz dour. Paouez gant ar maiz, setu ar pezh a ginnig Andre Pochon, bet desaver saout, mab ha mab-bihan kouerien. Evel-se ivez e vefe lazhet div c’had gant un tenn : nebeutoc’h a dour a vo tennet eus an douar, ha nebeutoc’h a diastuzerioù en dour. Gounit a rafemp adarre war ar c’hementad ha war ar c’halite. Evel-just, dav e vefe adwelet ar mod da vagañ ar chatal, ar saout dreist-holl. Talvezout a rafe produiñ nebeutoc’h, ha distreiñ d’ar sevel-chatal diwar geot, war pradennoù padus, a zo ken prizius evit ar girzhier hag ar vevliesseurted.
Met, klevet a ran ho respont : ha surentez ar bevañs ? Penaos ober ma produ Breizh nebeutoc’h a voued warc’hoazh ? Peadra zo da digreskiñ a-raok mervel gant an naon avat. Er Raktres Alter Nevez Evit Breizh e kinnig Gwenael Henry rannañ dre tri ar produiñ proteinoù diwar loened, ha gant-se hon do peadra c’hoazh da bourveziñ Breizh, ha da ezporzhiañ peadra da vagañ Breizh un eil gwech.
Respont a ran ivez eo un touell komz eus emvastañ evit ar pourveziñ boued a-vremañ. Ma c’hall Breizh produiñ kement eo abalamour d’an enporzhiañ boued-chatal. Distreiñ d’ur mod dalc’hadus da broduiñ a dalvez ivez ober nebeutoc’h gant an enporzhiañ. Amañ, d’hor soñj, emañ ar surentez wirion. Amañ emañ ivez ar c’hengred, rak ar beveziñ plant ret evit hor sevel-chatal a grign ar c’hementadoù boued a c’hallfe magañ an dud, hag a vroud d’an digoadañ.
E 2023 e vez maget 70 % eus poblañs ar bed gant peizanted vihan. Lâret eo gant an FAO, ajañs ar Broadoù-Unanet evit al labour-douar hag ar bevañs. An doare-labour-douar-se a zo da wareziñ, amañ hag e lec’h all, e broioù Afrika dreist-holl. Rak ar repuidi-hin deuet eus ar broioù-se n’o deus ket kalz a girriegezh e tommadur an hin, met int-i a c’houzañv da gentañ eus ar gwallreuzioù spontus degaset gantañ. Lod e Frañs a gendalc’h da vezañ dall ha bouzar ouzh an tommadur. Ar memes re eo a gav abeg en divroadegoù deuet eus ar Su. Ma vefe poellek ar vuhez politikel ne vefe ket selaouet ken o frezegennoù.
War tachennoù all ez eus dibaboù bras d’ober. An touristelezh da skouer. Pep hini a oar eo lakaet diaes ar pourveziñ dour gant an dreistniver a dud en hañv. Kredomp hel lavaret : a-wechoù, e lec’hioù zo, ez eus re a douristed. Kement-se n’eo ket bezañ a-enep an touristelezh, met stadañ e rank pep obererezh denel bezañ bevennet. Splann eo skouer ar pesketaerezh. A-drugarez d’ar c’hotaioù e warezer spesadoù, hag e warezer ivez labour ar besketaerien o-unan. Goude ar c’hotaioù pesked, setu ma vo graet un taol-arnod gant kotaioù touristed, war enez-Vriad. Ur mennozh mat eo. Chom a ra da welet penaos e vo lakaet e pleustr. Ezhomm a vo eus ur sell hollek, rak estreget an niver a douristed zo er jeu. Dav eo soursiañ ouzh ar mod m’eo enframmet an touristelezh en hor c’hevredigezh.
Nevez zo em eus klevet, diouzh kostez Douarnenez, ne c’hallo ket Breizh degemer holl binvidigezh ar bed. Peadra zo d’en em soñjal war ar pezh a fell deomp lavaret pa gomzomp eus « Breizh degemerus ». Er strollad Breizh a-gleiz omp a-du evit ma vo Breizh degemerus d’ar maouezed ha d’ar wazed a dec’h rak ar brezel, rak an dienez. Donemat dezho, eus Kallag da Sant-Brewenn. Donemat d’an holl re a fell dezho bevañ e Breizh, distreiñ da Vreizh, chom e Breizh. Ha donemat d’ar re a fell dezho dont d’ober un tamm gweladenn, met gant bevennoù, reolennoù, evit ma ne vo ket breinet buhez tud zo gant dudioù tud all. Emeur e penn-kentañ an hañv. Kinnig a ran deoc’h soñjal er miliadoù a dud a ranko kuitaat o lojeiz d’ober plas d’an douristed e feurmoù berrbad. Gouest eo bet Breizh, en amzer-dremenet, da degemer gweladennerien hep lakaat he fobl er straed. Evel ma oa bet gouest d’en em vagañ hep treiñ an dour da boezon. Spi am eus e c’hallo hen ober en dazont c’hoazh. Bremañ eo ret dibab. Keit ha ma chom ur dakennad spi deomp.

Laisser un commentaire