Prezegenn politikerezh hollek – Dalc’h war ar budjed, d’an 13, 14 ha 15 a viz c’hwevrer 2023.
Keneilezed ha keneiled kaer,
Kreskiñ trumm a ra ar prizioù. Goude enkadenn al lojañ, setu deuet enkadenn ar vuhez dre vras. Energiezh, boued, asurañsoù lieseurt, ha ret eo ouzhpennañ gourdrouz adreizh al leveoù. Diaesoc’h c’hoazh eget da gustum eo mont war-zu an digreskiñ skignadennoù CO2 ha gwareziñ hon endro, er mare-mañ, daoust m’eo hollret ha mallus mont buanoc’h gant an treuzkemm ekologel.
Er saviad-mañ, petra a raio ar Rannvro ? Dibaboù politikel a zo d’ober evit sturiañ hor bag daoust ha pegen kreñv e vefe red an dour. An dibaboù-se n’int ket splann atav.
Er budjed kinniget deomp da skouer e vefe kresket an taosoù war an dud a bren kirri-tan. Un dibab politikel eo. Met eus un tu all e kreskfe ivez prizioù an treuzdougen foran. Diaes eo da gompren ; kinnig a reomp er c’hontrol un enkemmad evit nullañ kresk an tarifoù Breizhgo. Kaset e vo evel-se ur sin splann d’ar Bretonezed ha d’ar Vretoned : ya, fellout a ra d’ar Rannvro ober eus an treuzdougen a-stroll un ostilh evit digreskiñ implij ar c’hirri-tan hiniennel.
Skoueriusoc’h c’hoazh : ar predoù a-stroll el liseoù. Deomp-ni ez eo pouezus ha mallus kreskiñ an tarif-diazez, hep gortoz mizioù hir ouzhpenn. Penaos soñjal e c’hallfe koust gwirion ar predoù el liseoù chom stabil e 2023, e-keñver 2022, o c’houzout ez eus bet kreskoù bras dija abaoe bloaz war prizioù an aozennoù ? Anat e tle bezañ evit an holl : ma ne uheler ket ar budjed evit ar pretioù-skol e vo espernet war kalite ar boued. Nebeutoc’h a bio, pe nebeutoc’h a broduioù lec’hel, an daou marteze. Mantrus eo pa ouezer ez eo tizhet al labourerien-douar bio gant un enkadenn eus ar grevusañ. Dav eo mirout ar pourveziñ bio ha kreskiñ anezhañ buan. Dav eo strivañ muioc’h evit prenañ da labourerien-douar ha da dreuzfurmerien ar vro. Dav eo lakaat un tamm mat muioc’h a arc’hant, anat eo. Un diazez eo ar 5 milion a ginnigomp ; hervezomp, n’haller ket kinnig nebeutoc’h.
Poellek eo sikour eus un tu ar servij foran da brenañ produioù biologel, ha sikour eus un tu all diorren al labour-douar biologel. Kinnigoù a reomp war an dachenn-se ivez, hag evit gwareziñ ar pradoù hag an desevel saout diwar geot. Ya, un dazont a zo evit an desevel loened e Breizh. Un dazont a dremen dre loened maget diwar ar boued a c’hall hor bro produiñ, hep enporzhiañ magadur ar chatal ; un dazont a dremen dre loened maget gwelloc’h, dre produioù gwerzhet d’ur priz dereat. Adkavout a reomp kempoell hor c’hinnigoù : broudañ da broduiñ gwelloc’h, bezañ prest da baeañ gwelloc’h.
Ha penaos arc’hantaouiñ kement-se, emezit-c’hwi ? Kinnigoù a reommp, ha dibaboù. Dibaboù deuet eus hon dielfennadenn war ar prantad a vevomp : buanaat an treuzkemm ekologel, kreñvaat ar c’hengred, ha reiñ d’an dud peadra da gaout spi en dazont daoust d’an trubuilhoù ha d’an diaesterioù. Ya, ezhomm zo da sikour embregerezhioù zo, sikour o diorren, o zreuskas, o c’hrouiñ. Met pere ? Arc’hant kollet eo hervezomp skoazell produiñ tiez cheuc’h war-neuñv evit emired ar Pleg-Mor. Ha ne gomzan ket eus hini Morbihan ! Arc’hant kollet, evit ar mad hollek, desachañ tud war-zu kornioù-bro leun a douristed dija e-pad an hañv. Dourañ lec’h ma ra glav atav, ha ma chom druz ar geot, n’eo ket reizh, dreist-holl pa vez lakaet diaes ar budjedoù foran. Gwelloc’h deomp implijout ar sammadoù-se evit ar servijoù foran, evit sikour hon embregerezhioù lec’hel dre ur politikerezh pourveziñ foran a-galite.
E-pad pell e oa bet e-kreiz ar preder politikel e Breizh ar mennozh krouiñ implijoù. Reizh e oa. Met e meur a lec’h eo deuet diaes tuta, kement ma n’em c’houlenner peseurt oberezhioù a zigresko en dazont diwar an diouer a labourerien-ezed. Hag an heuliadoù… gouzout a reomp mat petra dalvez ma n’eus ket a-walc’h a skoazellerezed-ti, ma n’eus ket a-walc’h a glañvourien hag a vedisined, ma n’eus ket a-walc’h a labourerien-douar, a vlenierien kirri-boutin, a gelennerien, a vicherourien, hag all.
Meur a abeg zo d’an diaesterioù-tuta, met en o fenn emañ priz al lojañ. Ezhomm a vo neuze da greskiñ budjed an Diazezadur Publik war ar Font, ma fell deomp sikour ar c’humunioù da grouiñ muioc’h a lojiri diwar adneveshaat o zachennoù kêriekaet. Ezhomm a vo da bostañ arc’hant evit krouiñ un Ofis kengred war ar Font, skoaz-ouzh-skoaz gant ar strollegezhioù all. Rak ma welomp o paotaat an taolioù-arnod gant ar Feurm Gwirion kengred, a zisparti ar savadur diouzh an dachenn, gouzout a reomp avat e c’houlenn barregezhioù war ar gwir ha war ar raktresoù, d’ul live na gaver ket er c’humuniezhioù-kumunioù bihan. Ezhomm a vo da vont pelloc’h gant ar preder war reolenniñ ar marc’had ivez, hag alese ar studiadenn a ginnigomp, pa lennan en ho tiell-budjed ne oa bet graet ar studiadenn gentañ nemet war ar politikerezh produiñ. Al lojeiz aesañ da ginnig eo an hini savet dija, ha pinvidik a lojeiz eo Breizh. Met kement-se n’eo ket gwir evit ar Vretoned.
Emañ an traoù o cheñch war dachenn al lezenn. Dleout a rafe ar Rannvro goulenn splann ar galloud da aozañ reolennadur ar marc’had e Breizh ; kement-se a glot gant goulennoù an dilennidi lec’hel, o dez c’hoant alies da sevel politikerezhioù youlek diouzh dibarderioù o ziriad, da gaout un tamm galloud evit azasaat ar reolennoù broadel ouzh o gwirvoud. N’hallomp ket asantiñ kenderc’hel gant lezennoù war al lojañ, divizet gant ar Stad kreiz, hag a laosk frailhoù ken don da zispennañ hor c’hevrededigezh, hag a grou un disparti sokial ha rummadel dic’houzañvus e Breizh.
Ha pa venegan an darempredoù gant ar Stad… dav eo din lâret e choman alvaonet o welet ur bodad seveniñ en doa sinet gant gred, ur bloaz zo un emglev youlek evit Yezhoù Breizh gant ar Stad, prest hiziv da votiñ un digresk, ya un digresk, pa gonter mat, war budjed ar brezhoneg. Pelec’h emañ ar « Plan Marshall » prometet d’ar Bretonezed ha d’ar Vretoned e-pad ar c’houlzad-kabaliñ ? Dre forzh prometiñ anezhañ evit an amzer dazont en em gavimp ouzh e votiñ, marteze, evit lid kantvloaziad ar Plan Marshall gwir ! Lâret a rin muioc’h e-kerzh an tabutoù. Met ma ne cheñch ket ar sammad lakaet er raktres-budjed e vo lakaet fall brud ar re o deus difennet anezhañ.
Evit selaou ar brezegenn: https://new.synople.tv/vod/27246?s=1850&e=2896&odj=hide

Laisser un commentaire