Betek 2022 e oa lakaet ar politikerezh yezh e domani ar stummadurioù hag al liseoù, er rummata strategel dre brogramm. Dibabet e oa bet avat gant ar muiañ-niver troc’hañ ar politikerezh yezh diouzh ar sujedoù-se, da vare estez ar 15 hag ar 16 a viz kerzu 2022. Komzet em boa a-enep.
Keneilezed ha keneiled kaer
Evit displegañ deoc’h an daou enkemmad kinniget gant ar strollad Breizh a-gleiz e fell din kregiñ dre saludiñ Lena Louarn, a oa bet e-karg eus ar politikerezh yezh en daou respetad tremenet. Anavezet mat eo he labour gant an holl. Ober a ran dave anezhi amañ peogwir eo un tamm eus he labour a vo foeltret ma voter a-du gant ar rummata nevez a ginniger deomp.
An treuskas eo kalon ur polikerezh yezh adperc’hennañ efedus. Treuskas dre ar skol, ya, evel-just, met dre ar stummadur evit an dud deuet ivez, ha setu amañ ur varregezh rannvroel. Un ostilh ret eo evit dont-a-benn gant holl balioù hor politikerezh yezh, abalamour d’an troc’h en treuskas-familh, un troc’h hag a zo pennabeg d’ar feurioù izel-kenañ a yezherien e poblañs an dud en oad da labourat hiziv-an-deiz.
Gwir n’eo ket diboell, war ar paper, lakaat « Yezhoù Breizh » gant an obererezhioù sevenadurel pe an dudioù, met dibolitikaat a ra ar sujed da vat, ha troc’hañ a ra anezhañ diouzh kraf ar stummadur.
Peseurt liammoù a vo posubl etre ar brezhoneg, ar gallaoueg, ha programmoù all ar gefridi 3 (sinema, levrioù, skingomz, arvestoù, obererezhioù sevenadurel), ya peseurt liammoù, ma ne gaver ket war an holl dachennoù-se a-walc’h a dud a-vicher, gouest d’ober gant ar brezhoneg pe gant ar gallaoueg ? Tud en o bleud evit labourat ganto ? Alese e tlefe ar bezhoneg hag ar gallaoueg bezañ lakaet gant ar gefridi 2.
Ur sin fall eo neuze lakaat programm « Yezhoù Breizh » er gefridi 3 e-barzh ar rummata nevez, ur sin fall evit an holl Vretonezed ha Bretoned a c’hortoz ur politikerezh adperc’hennañ youlek. Gwashoc’h c’hoazh pa weler eo bet tennet ar ger « diorren » a yae betek-hen gant « Yezhoù Breizh ». Mont a ra kement-se pell diouzh ar youl a zo bet lakaet en emglev Stad-Rannvro.
Keneiled eus ar muiañ-niver, asantiñ a ran disklêriañ oc’h bet youlek a-walc’h war tachenn ar politikerezh yezh e penn-kentañ ar respetad. Kreskiñ a ra ar budjed adarre. Asantet eo bet, goude un tabut bennak pe daou, aozañ an dalc’hoù diouzh ma c’hellfer komz e brezhoneg pe e gallaoueg en o c’herzh. Un emglev youlek zo bet sinet gant ar Stad. Met bremañ e weler sinoù negativel a zeu da drubuilhañ al lañs-se, ha marteze da drenkañ ar soubenn. Ha mont war-gil a rafemp ?
Mont war-gil, ya, war talvoudekaat ar brezhoneg, dre ma skriver muioc’h-mui ar gerioù brezhoneg bihan-tout dindan ar gerioù gallek, pe war pajenn diwezhañ un diell pa lakaer ar galleg war ar bajenn gentañ. Ouzhpenn ur skouer am eus bet nevez-zo, war teuliadoù, pedadennoù, pe panellerezh ar Rannvro. Ur skouer negativel a roer amañ. Petra a lavarimp d’ar Stad ma ne zouj ket ouzh e endalc’hioù war an divyezhegezh ? Ha goulennet e vo outi ober ar pezh emañ ar Rannvro o tilezel hec’h-unan ?
Mont war-gil a rafed ivez, war a glever, pa sav mouezhioù evit nac’hañ ar pannelloù-hent divyezhek galleg-brezhoneg, ar pezh a yafe a-enep an Emglev Stad-Rannvro, hag a-enep youl Breizh-Uheliz o-unan. Degas a ran amañ d’ho soñj disoc’h ur studiadenn urzhiet gant ar Rannvro, hag a ziskouez eo a-du ar braz eus an dud gant ar panelloù divyezhek, eus Felger da Blogo, pe da Sant-Nazer. D’am soñj e tlefe bezañ doujet ouzh ar youl-se.
Keneiled eus ar muiañ niver, o kemer preder eus kement-se, chomomp hep kas ur sin negativel ouzhpenn. Na zistroomp ket war un dibab istorel hag a-bouez-ruz evit ma raio bec’h ar politikerezh yezh : lakaat ar politikererezh adperc’hennañ yezhel e rummad ar stummadur, an heñchañ micherel hag an implij.
Pa n’eo ket gwall sklaer c’hoazh ha derc’hel a raio da vat ar Stad ouzh e endalc’hioù e gwirionez, e vefe un taol fall reiñ da grediñ emañ ar Rannvro o kilaat, ha pa vefe en ur mod arouezel, pe o lec’hiañ fall ar c’hrafoù pouezusañ, pe c’hoazh o tiskouez ur youl amsklaer.
Setu ma kinnigomp daou enkemmad. Unan evit adlakaat ar politikerezh yezh e domani ar stummadur. Unan all evit kadarnaat ur youl, reiñ ur ster politikel. An hini kentañ an hini pouezusañ evel-just, met abalamour d’ar c’hiladennoù emaon o paouez menegiñ, n’eo ket ken dister-se pouez arouezel un titl.
Ho trugarekaat.
Nil Caouissin

Laisser un commentaire