Ganet on e Pariz, e 1991, ha deuet e oan da Vreizh da vevañ e 2012. E Roazhon da gentañ, ha diwezhatoc’h, Lannuon evit ur prantad berr, Kawan bremañ. O chom e oan bet e Kemper, hag e Naoned ivez, darnamzer, evit abegoù micherel. Goude studioù war an istor hag ar geografiezh am eus bet ar chañs da labourat evit strollad UDB e ti-kêr Roazhon, gant Ana Sohier dreist-holl, a oa e-karg eus ar politikerezh yezh hag eus ar glad. Desket brezhoneg ganin e Skol An Emsav, setu ‘m eus adkroget gant ar studioù evit ur prantadig: aotreegezh war ar brezhoneg, CAPES master MEEF (kelenn). Kelenner war an istor, ar geografiezh hag ar brezhoneg on abaoe 2016.
Je sui né à Paris, en 1991, et me suis installé en Bretagne en 2012. À Rennes d’abord, puis, un peu plus tard, à Lannion pour une courte période, et finalement à Cavan. J’ai aussi séjourné à Quimper, et à Nantes, pour raisons professionnelles. Après des études d’histoire et de géographie, j’ai eu la chance de pouvoir travailler pour le groupe UDB à la Ville de Rennes, en particulier pour Ana Sohier, qui était alors en charge de la politique linguistique et du patrimoine. Une fois appris le breton à Skol an Emsav, j’ai repris des études (en accéléré): licence de breton, CAPES et master MEEF (enseignement). Je suis donc depuis 2016 professeur d’histoire, de géographie et de breton.
Abaoe 2010 on ezel eus UDB. Kargoù lieseurt am eus bet: e-karg eus kevrenn Pariz (da lavaret eo aozañ gwerzhadegoù ar gelaouenn Pobl vreizh diraj ti-gar Montparnasse, dreist-holl), eus aferioù etrevroadel UDB Yaouank, eus UDB Yaouank dre vras, e-karg eus kevrenn Roazhon, ha mouezh-aotreet ar strollad eus 2014 da 2019.
Je suis aussi membre de l’UDB, depuis 2010. J’ai eu des fonctions variées: responsable de la section de Paris (c’est à dire surtout organiser des ventes du Peuple breton devant la Gare Montparnasse), des relations internationales de l’UDB Jeunes, de l’UDB jeunes en général, responsable de la section de Rennes, et porte-parole du parti de 2014 à 2019.
E 2021 e oan bet dibabet gant UDB da vezañ war ar renk evit an dilennadegoù-Rannvro, asambles gant kamaraded all, war al listenn Bretagne d’Avenir (gant EELV, ESNT, ha meur a strollad all eus an tu-kleiz). Pevar eus UDB zo bet dilennet, me en o zouez, diwar daouzek ezel eus hol listenn. En tu-enep emaomp e Kuzul-rannvro Breizh.
En 2021, j’ai été investi par l’UDB pour la candidature aux élections régionales, avec d’autres camarades, sur la liste Bretagne d’Avenir (avec EELV, ESNT et plusieurs autres partis de gauche). Quatre membres de l’UDB ont été élus, dont moi-même, et au total douze membres de notre liste. Nous siégeons dans l’opposition au Conseil régional de Bretagne.

Laisser un commentaire