Plouizi, skol kentañ-derez nemeti e Breizh evit lakaat e plas un « taol-esa » gant an unwisk? N’eo ket graet c’hoazh! C’hoant en deus bet ar maer, Remi Guillou, makronour, d’ober plijadur d’ar c’hentañ ministr nevez Gabriel Attal o rediañ bugale skol bublik e gumun da wiskañ holl an hevelep dilhad…. A-enep ali ar skolaerien, hag hep bezañ kelaouet ar familhoù! Setu ma oa bodet un c’hant bennak a dud dirak an ti-kêr d’ar meurzh 23 a viz genver. Eno e oan. Daou abeg din da zont da souten tud ar vugale (hag ar vugale o-unan, a huche kreñv a-enep ar maer) :
-Da gentañ, ar mod d’ober. Mont evel-se da embann er c’hazetennoù e vo graet un taol-esa war ar vugale, hep bezañ goulennet ali ar familhoù, a gavan displijus-kenañ. Kudennoù bras zo en Deskadurezh-Stad, ha dispignet e vez arc’hant evit taolioù-kehentiñ droch pa chom kudennoù don diziskoulm (re nebeut a erlec’hierien, re nebeut a blasoù er frammoù evit ar vugale nammet…). Ne dlefe ket ar skolioù bezañ tachenn-c’hoari politikerien, ha pa vefent dilennidi lec’hel.
-Da eil, peogwir n’on ket kendrec’het tamm ebet gant an arguzennnoù evit an unwisk. Nebeutoc’h a dizingalderioù a vefe? Tamm ebet: kuzhat anezho na lako morse anezho da gilañ. Dizingalderioù spontus a zo etre ar vugale, diouzh gopr, glad ha labour o zud, diouzh ar mod ma vez graet war o zro a-raok bezañ skoliataet pe en diavaez eus an eurvezhioù-skol. Arabat bezañ hegredik. Ne c’hall ket ar skol diverkañ hec’h-unan frailhoù ar gevredigezh, hag ur gentel gwall dañjerus eo reiñ da soñjal d’ar vugale e vefe ret bezañ holl heñvel evit bezañ ingal. Gwirioù hon eus peogwir omp tud, n’eus forzh peseurt dilhad a wiskfemp. Ha digresket e vefe an harellerezh? Amañ ivez, diaes eo da grediñ: un hareller a gav atav un abeg. Ma n’eo ket an dilhad e vo ar blev, al liv, ar mod da gomz, ar familh, pe un dra ijinet penn-da-benn. Ar c’hoant da vezhekaat ha da gaout galloud war ar re all a zo e gwrizienn an harellerezh. Spontus e vefe lakaat ar vugale da grediñ e vefe ret dezho kuzhat o dibarderioù, o fersonelezh, o c’hoantoù, kuit da vezañ harellet. Ur bobl suj a brienter e-giz-se. Un dra all: abaoe pell e klever e vefe ret stourm ouzh levezon an islam war an dilhad, peogwir e vefe un dañjer evit hor frankiz hiniennel. Ha setu ma ra ar Stad dres ar pezh a rebech d’an islamourien. Ma n’ho poa ket komprenet ne oa nemet islamofobouriezh eus o frezegennoù a-enep an abaya da skouer, pe ar ouel, setu m’eo sklaer an traoù bremañ.
Souten a ran a-greiz kalon neuze stourm ar skolaerien hag ar familhoù a-enep an unwisk e Plouizi. Gant ma vo dilezet ar raktres-se buan! Gwelloc’h zo d’ober eus an 200 euro a goustfe an unwisk evit pep skoliad.

Laisser un commentaire