Ha dalc’het eo armerzh Breizh gant an eil-tiez?

Setu unan eus an arguzennoù sotañ a zo bet roet din evit enebiñ ouzh ar statud a annezad pennañ: ma ne vefe ket a eil-tiez e Breizh ez afe ar vro d’an diskar, rak e dalc’h an douristed emañ hon armerzh. Pouezus eo respont memestra, daoust ha pegen lu e vefe an arguzenn, rak meur a raksoñj a zo enni, ha gwelloc’h eo dismantrañ anezho da vat eget o leuskel da redek.

Raksoñj kentañ: an touristelezh eo mammenn an arc’hant, al labour, ar vuhez e Breizh. Sellomp ouzh ar sifroù neuze. Na pegen souezhus: mont a ra an touristelezh d’ober 8% eus Produadur diabarzh kriz (PDK) Rannvro Breizh (n’em eus ket ar sifroù evit Breizh a-bezh). Pouezus eo an touristelezh en armerzh Breizh neuze, met n’eo ket diziouerus. 92% eus ar PDK n’emañ ket e dalc’h an touristelezh. Un obererezh a-bouez eo, e-touez re all…

Evel-just, un taol fall e vefe koll 8%eus ar PDK a-daol-trumm. Met morse n’eo bet kinniget ganin paouez gant an touristelezh… an eil-tiez ne reont bod nemet da 13% eus an douristed (13% eus an noziadoù touristel evit bezañ resisoc’h). Displeget eo amañ: https://www.calameo.com/tourisme-bretagne/read/00000131520f3a874a8f4. Ma ne chomfe eil-ti ebet e Breizh e vefe kollet neuze 13% eus an noziadoù touristel. Dre ma sav an touristelezh da 8% eus ar PKD e c’haller brasjediñ e vefe kollet un 1% bennak eus ar PKD. Gwall bell omp eus an enkadenn spontus a vez prometet deomp!

Hag 1% a zo ur sifr re uhel c’hoazh.

Da gentañ peogwir e reer amañ ur vartezeadenn: an dud a vez roet bod dezho en eil-tiez ne deufent ket da Vreizh ken ma n’o defe ket un eil-ti er vro. Kement-se n’eo ket prouet, ha gallout a reer soñjal e kendalc’hfe lod anezho da zont. Mont a rafent d’al leti, d’ar c’hamping, da ti ur mignon… Dibosubl eo gouzout da vat pet anezho a zilezfe Breizh da vat, met dalc’homp soñj ne vefe ket an holl anezho. Koll 13% eus an douristed ha neuze 1% bennak eus ar PDK a zo neuze ur vartezeadenn vresk, pe gentoc’h, lakaomp, ar gwashañ a c’hallfe c’hoarvezout. Chañsoù bras a zo e vefe kentoc’h kollet tro 0,5% eus ar PDK.

Da eil, ne soñj ket din e c’hallfemp mont war-zu 0% a eil-tiez, ha n’em eus graet kinnig ebet a rofe an tu da dizhout ar feur-se, evit meur a abeg, hag a vefe re hir da zisplegañ amañ. Lakaomp evit brasjediñ e teufed a-benn da dreiñ an hanter eus an eil-tiez da diez pennañ, ar pezh a vefe brav dija. N’eo ket 13% eus an nozvezhioù touristel a vefe kollet neuze met 6,5%; da lâret eo 0,5% eus ar PDK; ha c’hoazh, evel hon eus gwelet uheloc’h, gwall souezhus eo e vefe kollet 100% eus an douristed a oa kustum da vezañ herberc’hiet en eil-tiez. Gwirheñveloc’h eo e vefe kollet ur 0,25% bennak eus ar PDK, ma teufe ma c’hinnigoù da lezenn.

Ha n’eo ket echu: evit ar poent n’hon eus komzet nemet eus ar pezh a vefe kollet. 0,5% eus ar PDK d’ar muiañ-tout, ha nebeutoc’h sur-a-walc’h. Met n’hon eus ket komzet eus ar pezh a vefe gounezet: muioc’h a diez dieub a dalvezo da veur a hini kavout ul lojeiz dereat el lec’h ma fell dezhañ, ha sikour a raio kalz an embregerezhioù pe a servijoù foran da duta. Pet implij e Breizh a vez kollet abalamour da wallefedoù an dreist-touristelezh? N’em eus sifr ebet, met sur on ez eus kolloù ivez gant an touristelezh pa dap re a blas evel war an aod pe war an inizi. N’eo ket a-walc’h neuze lâret ne gollfemp nemet ur perzh dister eus hon armerzh ma vefe digresket an niver a eil-tiez; gounit a rafemp, sur-walc’h, muioc’h eget na gollfemp.