Peseurt emrenerezh evit Breizh ha Korsika?

Ofisiel eo: a-du eo ar Stad c’hall evit ma vo emren Korsika. Digoret e oa bet an nor gant Gerald Darmanin goude ma oa bet lazhet Yvan Colonna en toull-bac’h, ha reuz ha freuz savet da heul an darvoud-se e Korsika. Ur mod da sioulaat ar jeu e oa bet, evit ar gouarnamant. Teir gwech e oa bet trec’h ar vroadelourien en dilennadegoù e Korsika abaoe 2015. Ar wech diwezhañ, e 2021, e oa gant 70% eus ar mouezhioù.

Petra zo bet lavaret gant Emmanuel Macron neuze, d’an 28 a viz gwengolo? Da gentañ e kemenn en e brezegenn ne vo ket « un emrenerezh hep ar Stad, un emrenerezh a-enep ar Stad ». Retorik penn-da-benn, rak diezhomm eo evit gwir al lavarenn-se. Ur statud a emrenerezh a dalvez, dre ret, e vez rannet ar galloud etre ur Stad hag un tiriad a zo enni. An emrenerezh hep ar Stad a vefe a-benn ar fin an dizalc’hiezh, ha n’eo ket ar pezh a zo goulennet gant dilennidi Korsika (dizalc’hourien a zo en o zouez, met n’int ket muiañ-niver).

Talvezout a ra evel-just en do ar C’huzul bonreizhel e c’her da reiñ war al lezennoù a vefe votet pe azasaet e Korsika. Kudennek e c’hall bezañ pa ouzer eo techet ar c’huzul-se da gompren ar vonreizh en ur mod jakobinoc’h c’hoazh eget ar pezh a zo skrivet enni. Ha stanket e c’hallfe bezañ an emrenerezh gant ar C’huzul bonreizhel? Pouezus e vo lakaat un destenn resis er vonreizh, un destenn a dermeno sklaer tachenn an emrenerezh ha na roio ket d’ar C’huzul un tu da vougañ ar youl demokratel. Evit ar poent e fell da Emmanuel Macron krouiñ ur pennad a-ratozh evit Korsika, kuit, sur-a-walc’h, da zigeriñ an nor d’an tiriadoù all o defe c’hoantoù emrenerezh. Nac’hañ a ra menegiñ « Pobl Korsika » avat ha gwelloc’h eo dezhañ menegiñ « ur gumuniezh istorel, sevenadurel, yezhel… » Gwall dost eo ar gerioù-se ouzh termenadur ur bobl avat! Daoust ha klask a ra ar Prezidant reiñ d’ar vroadelouien gorsat ar pezh a fell dezho, met o cheñch ar gerioù implijet evit chom hep feukiñ betek re ar vroadelourien c’hall?

Memes goulenn evit ar yezh. Emmanuel Macron na ginnig ket ur statud a genofisielded evit ar c’horseg, met « ur servij foran evit an divyezhegezh » ha « muioc’h a blas evit ar c’horseg er vuhez foran hag er c’helenn ». Evit ar poent e vez lakaet diaes diorren ar c’horseg war an daou boent-se gant ar mod ma vez komprenet ar vonreizh gant kargidi ar Stad. Ma komprener mat, neuze, e vo meneget ar c’horseg er vonreizh evit aesaat diorren ar c’helenn hag implij foran ar yezh, met ne vefe ket ur yezh ofisiel… C’hoari gant ar gerioù c’hoazh?

C’hwec’h miz a chom bremañ, neuze, hervez ar Prezidant, evit kavout un emglev war danvez an emrenerezh: war beseurt tachennoù e vo tu votiñ lezennoù e Korsika? Ha votet e vo lezennoù da vat pe cheñchet ar mod d’o lakaat e pleustr? Ha dreist-holl, penaos e vo skrivet ar pennad diwar-benn Korsika er vonreizh? A-benn ar fin en deus kadarnaet Macron e oa digor an nor, evel m’en doa lavaret Darmanin dija, hag embannet e vefe graet an diviz dindan bloaz. N’eo ket dister, met diaes eo c’hoazh gwelet petra a cheñcho da vat. Da heuliañ!

Hag evit Breizh neuze? Goulennet e oa bet e 2022, gant ar C’huzul-rannvro, e vefe adunvanet ar vro ha roet ur galloud lezenniñ da Vreizh war tachennoù zo. Dres pa oa Emmanuel Macron o komz eus emrenerezh e Korsika e voe degemeret gant Elisabeth Borne un danevell savet gant dilennidi-rannvro Breizh diwar-benn an emrenerezh. Evit ar poent ne seblant ket a-du ar gouarnamant evit mont war an hent-se: dibab ur pennad a-ratozh er vonreizh evit emrenerezh Korsika a zo graet evel-just evit chom hep kinnig an emrenerezh d’an holl. Met ne vo ket graet an dibab gant ar gouarnamant e-unan. Ret eo d’un adreizh vonreizhel bezañ votet gant ar gannaded hag ar senedourien, nemet hag ur referendom a vefe aozet (ar pezh n’eo ket bet lavaret gant Macron evit ar poent). Klaoustre e klasko dilennidi zo difenn emrenerezh o ziriad hag ober kinnigoù da vare an adreizh vonreizhel. Ha strollad ebet n’en deus, e-unan, ur muiañ-niver rik a aotrefe anezhañ da chom hep marc’hata…

 

Laisser un commentaire