Sifroù nevez war an eil-tiez e Breizh

Sifroù nevez a zo o paouez bezañ embannet gant an INSEE diwar-benn an eil-tiez e Rannvro Breizh: 47% anezho a zo perc’hennet gant tud o deus o lojeiz pennañ e Breizh (5 departamant). E rannvro Pariz e vev ar braz eus ar re all.

N’eo ket gwall souezhus ar sifroù-se, daoust m’eo un tamm uheloc’h an dregantad a berc’henned vreizhat eget ar pezh am boa kavet en diaraog hag embannet el levr Manifeste pour un statut de résident en Bretagne.

Tapout a ran neuze digarez ar c’heloù-se evit ad-displegañ unan eus perzhioù ar statud a annezad pennañ kinniget ganin, ha gant UDB, abaoe 2021: ur statud dre vro e vefe, pe dre gumuniezhioù-kumunioù. Ne vefe ket ur statud unvan war Breizh a-bezh. Daou abeg d’an dibab-se: eus un tu e kaver lec’hioù e Breizh ma n’eus ket kalz eil-tiez, pe lec’hioù ma n’int ket gwall gudennek, dre ma n’eo ket ken tenn marc’had al lojeiz e pep lec’h; eus un tu all, dre ma ouzomp ez eus mui pe vui un hanter eus ar berc’henned eil-tiez a zo o chom e Breizh, ne vefe digresket ar prenadennoù eil-tiez nemet eus un hanter ma vefe ret bezañ o chom e Breizh evit kaout ar gwir da brenañ e Breizh (ma soñjer eo poblañs ar brenerien eil-tiez heñvel ouzh hini ar berc’henned eil-tiez, ar pezh n’eo ket prouet, met betegouzout eo furoc’h ober ar vartezeadenn-se).

E kemm diouzh-se, ma vefe savet ur statud dre vro, e vefe tu digreskiñ kalz muioc’h ar prenañ eil-tiez. Da skouer, ma vefe staliet ur statud a annezad e Bro-Dreger, ne c’hallfe ket ur Pariziad prenañ tiez eno, met ur Roazhonad, ur Brestad pe un Naonedad kennebeut (nemet ha dont a rafe d’ar vro da vevañ da vat, e-pad ur bloaz d’an nebutañ). Kalz kreñvoc’h e vefe an digresk neuze; kentoc’h 90% eget 50%. Alese e vefe kreñvoc’h al lusk digresk war ar prizioù en takadoù dindan statud.

Keloù all: pinvidikoc’h eo ar berc’henned eil tiez eget keidenn ar berc’henned. Souezh ebet. Ar re a c’hounez en tu all da 80 000 euros ar bloaz a zo o feur pemp gwech uheloc’h e-touez ar berc’henned eil-tiez eget e-touez ar berc’henned all. Eus an tu all, kalz nebeutoc’h a dud paour a zo e rummad ar berc’henned eil-tiez.

Merzout a reomp memestra ez eus 5,9% anezho dindan 20 000 euro ar bloaz, ha 27,2% dindan 40 000 euro. Kement-se ne dalvez ket paourentez du, met gwir eo n’eo ket pinvidik-mor an holl berc’henned eil-tiez. Dedennus eo gwelet eo perc’hennet an eil-tiez gant tud pinvidik en takadoù ma’z eus ar muiañ a eil-tiez dre vras (war an aod). Kreñvaat a ra ar soñj am boa displeget em levr Taxer les résidences secondaires: ret e vefe lakat taosoù uheloc’h war an eil-tiez el lec’hioù ma’z eus kalz anezho. Ouzhpenn bezañ poellek e vefe reizh, rak taoset e vefe evel-se muioc’h ar berc’henned pinvidikañ.

Un dra diwezhañ: treiñ a ra buan a-walc’h perc’henniezh an eil-tiez. An hanter eus ar berc’henned o deus prenet en 10 vloaz tremenet. An dra-se a dalv ez afe buan a-walc’h efedoù ar statud a annezad, buanoc’h eget em boa soñjet. Diazezet eo mennozh ar statud war ar spi e vo adprenet an eil-tiez gant tud eus ar vro, d’ober tiez-annez pennañ anezho (dre ma ne vo ket tud eus an diavaez evit o frenañ ken). Alese ne vo frouezhus nemet war hir dermen, a feur ma vo lakaet an eil-tiez war ar marc’had. Met pa welan an dregantad a eil-tiez o deus cheñchet perc’henn n’eus ket re bell zo on bremañ techet da soñjal ne vefe ket ken hir-se an termen, a-benn ar fin.

Laisser un commentaire